BRASAÑ LABOURADEG AN EUROP WAR AR PAPER SIGARETEZ A ZO BREIZHAT
MILINOU BOLLORE
gant Per EVEN
Stalamardet eo bet kentañ papererezh Bollore en 1822 gant René Bolloré [1] .
E-kerzh e veajoù bras evel mezeg war vor, en inizi Japan dreist-holl [2] , eo e
studias tad ar milinoù Bollore penaos labourat ar paper, hag ur wech distro d'e
vro, e teuas hennezh en e benn sevel ur bapererezh war ribl Stêr Oded, ur pemzek
kilometrad bennak, e krec'h diouzh Kemper.
E 1834 e plantas un ardivink paper-dibun, hag adalek neuze e troas ar
vilin vihan-se d'ober a bep seurt paperennoù tanav.
Ret eo, avat, dont tre betek ar bloavezh 1861, d'ar c'houlz m'edo trec'h
ar sigaretenn dre-holl, kent gwelout ar vilin oc'h aozañ koulz lavaret, nemet
paper-sigaretez.
Diwar neuze eo e loc'has, evit mat, kreskidigezh labouradegoù Bollore : da
gentañ feurmiñ, goude-se prenañ un eil milin Kaskadeg ; diwezhatoc'h prenañ ur
vilin all adarre e Troyes (Bro-C'hall) ; ken na voe dindan renerezh ar Volloreed
ur genlabouradeg enni 11 ardivink-paperezh.
Betek 1939 ne labouras milinoù Bollore nemet evit an Amerik, pe dost, o
pourchas paper-sigaretez d' ar merkoù bras evel Camel, Chesterfield, Philip Moris,
Old Gold, meulet ganto holl gwitibunan perzhioù dreist ar marc'hadourezh breizhat.
En tu-hont d' ar paper war ganell, graet da vezañ stignet war wikefreoù-
fardañ-sigaretez, e werzhe ivez Bollore, bep bloaz, d' ar « British Amerikan
Tobacco Company », kaieradoù paper-sigaretez dre zekmilionadoù. Deut eo bet ar
brezel da derriñ lañs bras an ermaeziadurioù-se ha 5 bloavezh war o hed eo manet
Bollore, hep gallout tonkañ an disterañ marchad gant e wizion en Amerik.
Hogen, diwar ar bloavezh 1938, ar Stadoù-Unanet, o welout pell en o raok, o
doa raktreset sevel e Karolina-an-Hanternoz, ur pikol labouradeg war baper-
sigaretez, gant harp tec'hnegourion da Vollore, rak bras-spontus e teue dispignoù
an Amerik da vezañ, dre berzh ar goulenn, atav o kreskiñ war ar marc'hadourezh
breizhat. Dioueret eus paper Breizh, e-doug ar brezel diwezhañ, e roas an
Amerikaned d' o milinadeg ur dalvoudegezh vrasoc'h eget na oant e-sell
d' ober da gentañ. Ma c'heller bremañ lavarout o deus o fapererezhioù-sigaretez
pep mestroni, neket hepken war dachennoù-gwerzh o bro, met e tiskouezont ivez
bezañ ar gevezourion washañ war varc'hallec'hioù ar bed holl.
Tavet ar brezel, setu ma ranked adsevel kefridi v-Bollore penn-da-benn. Ar
milinoù chomet morzet dindan an Alamaned a oa da vezañ adkempennet, ha ret oa
kavout fred nevez evit kempouezañ drouziwezh ar marc'hata gant an Amerik.
War dachenn ar vicherouriezh eo e voe renet ar strivoù kentañ raktal, hag evelse,
en ur ober un nebeut bloavezhioù edo etre daouarn ar brenourion, strewet dre ar
bed, kement seurt paper-sigaretez o klotañ, en doare gwellañ, gant ezhommoù pep
hini.
Diouzh un tu all, dre bouez labourat ha poaniañ, e tizhas skiantvicherourion
v-Bollore peuraozañ paperennoù tanav-all c'hoazh o talvout evit an ijinerezh.
Hiziv an deiz, emañ Bollore o pourchas da vroioù Breizh ha Gall ouzhpenn 80
% eus ar c'hementad paper-speuriañ fetisaerioù-tredan (2) a gaver eno. Al
labouradeg-mañ a zo unan eus ar re a c'hell spletiñ (produiñ) bemdez 3.000 kilo
paper-fetisaer tanav-dreist, 7 mikron troc'had dezhañ.
Pleustret o deus kalz ar Volloreed ivez war studi ar pluskennoù evit paper-
glaouet (3), hag e 1951, e c'holoent ouzhpenn an hanter eus ar marchad gall. Mar
strollomp gant an teir micheradur-mañ (paper-sigaretez, paper tanav evit an
ijinerezh, pluskennoù evit ar paper-glaouet), hini ar paper-bibl o talvout evit an
embannadurioù-lorc'h ha dreistholl evit ar rummad anvet « La Pléiade » e galleg,
neuze e c'hellomp kaout un daolenn glok a-walc'h eus labour-papererezh seurt
kevredigezh.
War leur ar c'henwerzh, o deus ranket ar Volloreed adkemer o c'hreñv koulz
hag evit un eil aloubiñ.
An ermaeziañ boas gwechall etrezek an Amerik ez eo bet kemeret e lec'h gant
kasadegoù davit kement bro a zo war an douar hag e 1951, e oa trec'h un eil gwech
ar re Vollore war un dachenn-varc'hata par d' an hini o doa gounezet a-raok ar
brezel.
An teir milinadeg, lakaet a-gevret, a vez o taskor ouzhpenn 20 tonellad
paper bemdez ha gant aratozidigezh an ardivinkoù, e vezer deut da gaout perzhioù
labour n' hall den pismigañ outo.
Pep milinadeg e kaver enni un arnodlec'h evit ensellout ouzh temz ar paper
da werzhañ, hag arnodlec'h-kreiz milin an Oded, e studier ennañ penaos lakaat
diouzhtu da dalvezout ar c'havadennoù nevez-c'hraet.
E-keñver an oberoù kevredadel, o deus atav diskouezet ar Volloreed e oant
diouzh o c'harg evel renerion-labour. Rak savet o deus en-dro da vilinoù an Oded
ha Kaskadeg kêriadennoù gwirion gant bep a skol, bep a dachenn-sportoù ha bep a
greizenn-vugelouriezh.
Mar deo gwir e weler ar Volloreed o chom a rumm da rumm e penn ar
Bapererezh, ken gwir all eo e kaver ivez, e-mesk ar goskor, tud bepred diwar an
hevelep tiegezhioù hag a zo deut da sevel o c'hein dre ma rae berzh ar vilinadeg.
Gant urzhiet evel m' eo al labour e tri skipailh oc'h ober pep unan anezho,
eizh eurvezh bemdez, e c'hall ar vicherourion kaout amzer a-walc'h da intent ouzh
o atant, pe o liorzh.
Milinoù-paper Bollore, ganet e Breizh, kant tregont vloaz a zo, n'o deus
tamm ebet kollet o brud vat war varc'hallec'hioù ar bed. Ha bremañ, gant unnek
ardivink ha pemzek-kant micherour war dro, e tiskouezont bout embregerezh kentañ
an Europ evit ar paper-sigaretez hag ar paperennoù tanav divoutin.
- (2) papier isolant pour condensateur électrique.
- (3) papier carbone.
|