Milinoù Bolloré gant Per Even, Al Liamm Tir na n-og 1954 - GrandTerrier

Milinoù Bolloré gant Per Even, Al Liamm Tir na n-og 1954

Un article de GrandTerrier.

Revision as of 24 février ~ c'hwevrer 2021 à 19:54 by GdTerrier (Discuter | contributions)
Jump to: navigation, search
Catégories : Journaux+Bzh
Site : GrandTerrier

Statut de l'article :
  Image:Bullorange.gif [Développé]
§ E.D.F.

Al Liamm Tir na n-og, journal en langue bretonne ...

Autres lectures : « Index chronologique de l'histoire des papeteries d'Odet-Cascadec » ¤ « La création de la manufacture d'Odet et ses fondateurs » ¤ « L'entreprise Bolloré, Réalités Noël 1949 » ¤ « Jean-René Bolloré (1818-1881), chirurgien et entrepreneur » ¤ 

1 Présentation

 


2 Transcription et traduction

E brezhoneg

BRASAÑ LABOURADEG AN EUROP WAR AR PAPER SIGARETEZ A ZO BREIZHAT

MILINOU BOLLORE

gant Per EVEN

Stalamardet eo bet kentañ papererezh Bollore en 1822 gant René Bolloré [1].

E-kerzh e veajoù bras evel mezeg war vor, en inizi Japan dreist-holl [2], eo e studias tad ar milinoù Bollore penaos labourat ar paper, hag ur wech distro d' e vro, e teuas hennezh en e benn sevel ur bapererezh war ribl Stêr Oded, ur pemzek kilometrad bennak, e krec'h diouzh Kemper.

E 1834 e plantas un ardivink paper-dibun, hag adalek neuze e troas ar vilin vihan-se d'ober a bep seurt paperennoù tanav.

Ret eo, avat, dont tre betek ar bloavezh 1861, d'ar c'houlz m'edo trec'h ar sigaretenn dre-holl, kent gwelout ar vilin oc'h aozañ koulz lavaret, nemet paper-sigaretez.

Diwar neuze eo e loc'has, evit mat, kreskidigezh labouradegoù Bollore : da gentañ feurmiñ, goude-se prenañ un eil milin Kaskadeg ; diwezhatoc'h prenañ ur vilin all adarre e Troyes (Bro-C'hall) ; ken na voe dindan renerezh ar Volloreed ur genlabouradeg enni 11 ardivink-paperezh.

Betek 1939 ne labouras milinoù Bollore nemet evit an Amerik, pe dost, o pourchas paper-sigaretez d' ar merkoù bras evel Camel, Chesterfield, Philip Moris, Old Gold, meulet ganto holl gwitibunan perzhioù dreist ar marc'hadourezh breizhat.

En tu-hont d' ar paper war ganell, graet da vezañ stignet war wikefreoù- fardañ-sigaretez, e werzhe ivez Bollore, bep bloaz, d' ar « British Amerikan Tobacco Company », kaieradoù paper-sigaretez dre zekmilionadoù. Deut eo bet ar brezel da derriñ lañs bras an ermaeziadurioù-se ha 5 bloavezh war o hed eo manet Bollore, hep gallout tonkañ an disterañ marchad gant e wizion en Amerik.

Hogen, diwar ar bloavezh 1938, ar Stadoù-Unanet, o welout pell en o raok, o doa raktreset sevel e Karolina-an-Hanternoz, ur pikol labouradeg war baper- sigaretez, gant harp tec'hnegourion da Vollore, rak bras-spontus e teue dispignoù an Amerik da vezañ, dre berzh ar goulenn, atav o kreskiñ war ar marc'hadourezh breizhat. Dioueret eus paper Breizh, e-doug ar brezel diwezhañ, e roas an Amerikaned d' o milinadeg ur dalvoudegezh vrasoc'h eget na oant e-sell d' ober da gentañ. Ma c'heller bremañ lavarout o deus o fapererezhioù-sigaretez pep mestroni, neket hepken war dachennoù-gwerzh o bro, met e tiskouezont ivez bezañ ar gevezourion washañ war varc'hallec'hioù ar bed holl.

Tavet ar brezel, setu ma ranked adsevel kefridi v-Bollore penn-da-benn. Ar milinoù chomet morzet dindan an Alamaned a oa da vezañ adkempennet, ha ret oa kavout fred nevez evit kempouezañ drouziwezh ar marc'hata gant an Amerik. War dachenn ar vicherouriezh eo e voe renet ar strivoù kentañ raktal, hag evelse, en ur ober un nebeut bloavezhioù edo etre daouarn ar brenourion, strewet dre ar bed, kement seurt paper-sigaretez o klotañ, en doare gwellañ, gant ezhommoù pep hini.

Diouzh un tu all, dre bouez labourat ha poaniañ, e tizhas skiantvicherourion v-Bollore peuraozañ paperennoù tanav-all c'hoazh o talvout evit an ijinerezh. Hiziv an deiz, emañ Bollore o pourchas da vroioù Breizh ha Gall ouzhpenn 80 % eus ar c'hementad paper-speuriañ fetisaerioù-tredan (2) a gaver eno. Al labouradeg-mañ a zo unan eus ar re a c'hell spletiñ (produiñ) bemdez 3.000 kilo paper-fetisaer tanav-dreist, 7 mikron troc'had dezhañ.

Pleustret o deus kalz ar Volloreed ivez war studi ar pluskennoù evit paper- glaouet (3), hag e 1951, e c'holoent ouzhpenn an hanter eus ar marchad gall. Mar strollomp gant an teir micheradur-mañ (paper-sigaretez, paper tanav evit an ijinerezh, pluskennoù evit ar paper-glaouet), hini ar paper-bibl o talvout evit an embannadurioù-lorc'h ha dreistholl evit ar rummad anvet « La Pléiade » e galleg, neuze e c'hellomp kaout un daolenn glok a-walc'h eus labour-papererezh seurt kevredigezh.

War leur ar c'henwerzh, o deus ranket ar Volloreed adkemer o c'hreñv koulz hag evit un eil aloubiñ.

An ermaeziañ boas gwechall etrezek an Amerik ez eo bet kemeret e lec'h gant kasadegoù davit kement bro a zo war an douar hag e 1951, e oa trec'h un eil gwech ar re Vollore war un dachenn-varc'hata par d' an hini o doa gounezet a-raok ar brezel.

An teir milinadeg, lakaet a-gevret, a vez o taskor ouzhpenn 20 tonellad paper bemdez ha gant aratozidigezh an ardivinkoù, e vezer deut da gaout perzhioù labour n' hall den pismigañ outo.

Pep milinadeg e kaver enni un arnodlec'h evit ensellout ouzh temz ar paper da werzhañ, hag arnodlec'h-kreiz milin an Oded, e studier ennañ penaos lakaat diouzhtu da dalvezout ar c'havadennoù nevez-c'hraet.

E-keñver an oberoù kevredadel, o deus atav diskouezet ar Volloreed e oant diouzh o c'harg evel renerion-labour. Rak savet o deus en-dro da vilinoù an Oded ha Kaskadeg kêriadennoù gwirion gant bep a skol, bep a dachenn-sportoù ha bep a greizenn-vugelouriezh.

Mar deo gwir e weler ar Volloreed o chom a rumm da rumm e penn ar Bapererezh, ken gwir all eo e kaver ivez, e-mesk ar goskor, tud bepred diwar an hevelep tiegezhioù hag a zo deut da sevel o c'hein dre ma rae berzh ar vilinadeg.

Gant urzhiet evel m' eo al labour e tri skipailh oc'h ober pep unan anezho, eizh eurvezh bemdez, e c'hall ar vicherourion kaout amzer a-walc'h da intent ouzh o atant, pe o liorzh.

Milinoù-paper Bollore, ganet e Breizh, kant tregont vloaz a zo, n'o deus tamm ebet kollet o brud vat war varc'hallec'hioù ar bed. Ha bremañ, gant unnek ardivink ha pemzek-kant micherour war dro, e tiskouezont bout embregerezh kentañ an Europ evit ar paper-sigaretez hag ar paperennoù tanav divoutin.

  • (2) papier isolant pour condensateur électrique.
  • (3) papier carbone.
 

En français

LA PLUS GRANDE MANUFACTURE EUROPÉENNE DE PAPIER EST BRETONNE

LES MOULINS BOLLORÉ

par Per EVEN

L'entreprise Bolloré a été fondée et inaugurée en 1822 par René Bolloré [1].

Lors de ses lointains voyages en tant que chirugien de la marine, il a pu étudier les techniques de fabrication du papier, sur les îles du Japon [2], et de retour au pays il a fait contruire une papeterie sur les rives de la rivière Odet, à 15 km en amont de la ville de Quimper.

En 1834 il une machine de papier en continu, et à partir de sa petit usine il produit toutes sortes de papiers minces.


3 Publication


4 Annotations

  1. La papeterie Bolloré n'a pas été créée en 1822 par un membre de la famille Bolloré, mais par Nicolas Le Marié. Ce dernier étant sans postérité, la suite de l'entreprise a été assurére en 1861 par son beau-frère Bolloré et son neveu. [Ref.↑ 1,0 1,1]
  2. Ce n'est pas au Japon, mais en Chine, que le chirurgiens Jean-René Bolloré a pu observer la fabrication papetière. [Ref.↑ 2,0 2,1]


Thème de l'article : Coupures de presse relatant l'histoire et la mémoire d'Ergué-Gabéric

Date de création : février 2021    Dernière modification : 24.02.2021    Avancement : Image:Bullorange.gif [Développé]