Milinoù Bolloré gant Per Even, Al Liamm Tir na n-og 1954 - GrandTerrier

Milinoù Bolloré gant Per Even, Al Liamm Tir na n-og 1954

Un article de GrandTerrier.

(Différences entre les versions)
Jump to: navigation, search
Version du 24 février ~ c'hwevrer 2021 à 10:17 (modifier)
GdTerrier (Discuter | contributions)

← Différence précédente
Version du 24 février ~ c'hwevrer 2021 à 13:08 (modifier) (undo)
GdTerrier (Discuter | contributions)

Différence suivante →
Ligne 23: Ligne 23:
{{Citation}} {{Citation}}
 +BRASAÑ LABOURADEG AN EUROP WAR AR PAPER SIGARETEZ A ZO BREIZHAT
 +MILINOU BOLLORE
 +
 +gant Per EVEN
 +
 +Stalamardet eo bet kentañ papererezh Bollore en 1822 gant René Bolloré.
 +
 +E-kerzh e veajoù bras evel mezeg war vor, en inizi Japan dreist-holl, eo e
 +studias tad ar milinoù Bollore penaos labourat ar paper, hag ur wech distro d' e
 +vro, e teuas hennezh en e benn sevel ur bapererezh war ribl Stêr Oded, ur pemzek
 +kilometrad bennak, e krec'h diouzh Kemper.
 +
 +E 1834 e plantas un ardivink paper-dibun (1), hag adalek neuze e troas ar
 +vilin vihan-se d'ober a bep seurt paperennoù tanav.
 +
 +Ret eo, avat, dont tre betek ar bloavezh 1861, d'ar c'houlz m'edo trec'h
 +ar sigaretenn dre-holl, kent gwelout ar vilin oc'h aozañ koulz lavaret, nemet
 +paper-sigaretez.
 +
 +Diwar neuze eo e loc'has, evit mat, kreskidigezh labouradegoù Bollore : da
 +gentañ feurmiñ, goude-se prenañ un eil milin Kaskadeg ; diwezhatoc'h prenañ ur
 +vilin all adarre e Troyes (Bro-C'hall) ; ken na voe dindan renerezh ar Volloreed
 +ur genlabouradeg enni 11 ardivink-paperezh.
 +
 +Betek 1939 ne labouras milinoù Bollore nemet evit an Amerik, pe dost, o
 +pourchas paper-sigaretez d' ar merkoù bras evel Camel, Chesterfield, Philip Moris,
 +Old Gold, meulet ganto holl gwitibunan perzhioù dreist ar marc'hadourezh breizhat.
 +
 +En tu-hont d' ar paper war ganell, graet da vezañ stignet war wikefreoù-
 +fardañ-sigaretez, e werzhe ivez Bollore, bep bloaz, d' ar « British Amerikan
 +Tobacco Company », kaieradoù paper-sigaretez dre zekmilionadoù. Deut eo bet ar
 +brezel da derriñ lañs bras an ermaeziadurioù-se ha 5 bloavezh war o hed eo manet
 +Bollore, hep gallout tonkañ an disterañ marchad gant e wizion en Amerik.
 +
 +Hogen, diwar ar bloavezh 1938, ar Stadoù-Unanet, o welout pell en o raok, o
 +doa raktreset sevel e Karolina-an-Hanternoz, ur pikol labouradeg war baper-
 +sigaretez, gant harp tec'hnegourion da Vollore, rak bras-spontus e teue dispignoù
 +an Amerik da vezañ, dre berzh ar goulenn, atav o kreskiñ war ar marc'hadourezh
 +breizhat. Dioueret eus paper Breizh, e-doug ar brezel diwezhañ, e roas an
 +Amerikaned d' o milinadeg ur dalvoudegezh vrasoc'h eget na oant e-sell
 +d' ober da gentañ. Ma c'heller bremañ lavarout o deus o fapererezhioù-sigaretez
 +pep mestroni, neket hepken war dachennoù-gwerzh o bro, met e tiskouezont ivez
 +bezañ ar gevezourion washañ war varc'hallec'hioù ar bed holl.
 +
 +Tavet ar brezel, setu ma ranked adsevel kefridi v-Bollore penn-da-benn. Ar
 +milinoù chomet morzet dindan an Alamaned a oa da vezañ adkempennet, ha ret oa
 +kavout fred nevez evit kempouezañ drouziwezh ar marc'hata gant an Amerik.
 +War dachenn ar vicherouriezh eo e voe renet ar strivoù kentañ raktal, hag evelse,
 +en ur ober un nebeut bloavezhioù edo etre daouarn ar brenourion, strewet dre ar
 +bed, kement seurt paper-sigaretez o klotañ, en doare gwellañ, gant ezhommoù pep
 +hini.
 +
 +Diouzh un tu all, dre bouez labourat ha poaniañ, e tizhas skiantvicherourion
 +v-Bollore peuraozañ paperennoù tanav-all c'hoazh o talvout evit an ijinerezh.
 +Hiziv an deiz, emañ Bollore o pourchas da vroioù Breizh ha Gall ouzhpenn 80
 +% eus ar c'hementad paper-speuriañ fetisaerioù-tredan (2) a gaver eno. Al
 +labouradeg-mañ a zo unan eus ar re a c'hell spletiñ (produiñ) bemdez 3.000 kilo
 +paper-fetisaer tanav-dreist, 7 mikron troc'had dezhañ.
 +
 +Pleustret o deus kalz ar Volloreed ivez war studi ar pluskennoù evit paper-
 +glaouet (3), hag e 1951, e c'holoent ouzhpenn an hanter eus ar marchad gall. Mar
 +strollomp gant an teir micheradur-mañ (paper-sigaretez, paper tanav evit an
 +ijinerezh, pluskennoù evit ar paper-glaouet), hini ar paper-bibl o talvout evit an
 +embannadurioù-lorc'h ha dreistholl evit ar rummad anvet « La Pléiade » e galleg,
 +neuze e c'hellomp kaout un daolenn glok a-walc'h eus labour-papererezh seurt
 +kevredigezh.
 +
 +War leur ar c'henwerzh, o deus ranket ar Volloreed adkemer o c'hreñv koulz
 +hag evit un eil aloubiñ.
 +
 +An ermaeziañ boas gwechall etrezek an Amerik ez eo bet kemeret e lec'h gant
 +kasadegoù davit kement bro a zo war an douar hag e 1951, e oa trec'h un eil gwech
 +ar re Vollore war un dachenn-varc'hata par d' an hini o doa gounezet a-raok ar
 +brezel.
 +
 +An teir milinadeg, lakaet a-gevret, a vez o taskor ouzhpenn 20 tonellad
 +paper bemdez ha gant aratozidigezh an ardivinkoù, e vezer deut da gaout perzhioù
 +labour n' hall den pismigañ outo.
 +
 +Pep milinadeg e kaver enni un arnodlec'h evit ensellout ouzh temz ar paper
 +da werzhañ, hag arnodlec'h-kreiz milin an Oded, e studier ennañ penaos lakaat
 +diouzhtu da dalvezout ar c'havadennoù nevez-c'hraet.
 +
 +E-keñver an oberoù kevredadel, o deus atav diskouezet ar Volloreed e oant
 +diouzh o c'harg evel renerion-labour. Rak savet o deus en-dro da vilinoù an Oded
 +ha Kaskadeg kêriadennoù gwirion gant bep a skol, bep a dachenn-sportoù ha bep a
 +greizenn-vugelouriezh.
 +
 +Mar deo gwir e weler ar Volloreed o chom a rumm da rumm e penn ar
 +Bapererezh, ken gwir all eo e kaver ivez, e-mesk ar goskor, tud bepred diwar an
 +hevelep tiegezhioù hag a zo deut da sevel o c'hein dre ma rae berzh ar vilinadeg.
 +
 +Gant urzhiet evel m' eo al labour e tri skipailh oc'h ober pep unan anezho,
 +eizh eurvezh bemdez, e c'hall ar vicherourion kaout amzer a-walc'h da intent ouzh
 +o atant, pe o liorzh.
 +
 +Milinoù-paper Bollore, ganet e Breizh, kant tregont vloaz a zo, n'o deus
 +tamm ebet kollet o brud vat war varc'hallec'hioù ar bed. Ha bremañ, gant unnek
 +ardivink ha pemzek-kant micherour war dro, e tiskouezont bout embregerezh kentañ
 +an Europ evit ar paper-sigaretez hag ar paperennoù tanav divoutin.
 +
 +*(1) papier en continu, e galleg.
 +*(2) papier isolant pour condensateur électrique.
 +*(3) papier carbone.
{{FinCitation}} {{FinCitation}}
|width=4% valign=top align=justify|  |width=4% valign=top align=justify| 

Version du 24 février ~ c'hwevrer 2021 à 13:08

Catégories : Journaux+Bzh
Site : GrandTerrier

Statut de l'article :
  Image:Bullorange.gif [Développé]
§ E.D.F.

Al Liamm Tir na n-og, journal en langue bretonne ...

Autres lectures : « Index chronologique de l'histoire des papeteries d'Odet-Cascadec » ¤ « L'entreprise Bolloré, Réalités Noël 1949 » ¤ 

1 Présentation

 


2 Transcription et traduction

E brezhoneg

BRASAÑ LABOURADEG AN EUROP WAR AR PAPER SIGARETEZ A ZO BREIZHAT

MILINOU BOLLORE

gant Per EVEN

Stalamardet eo bet kentañ papererezh Bollore en 1822 gant René Bolloré.

E-kerzh e veajoù bras evel mezeg war vor, en inizi Japan dreist-holl, eo e studias tad ar milinoù Bollore penaos labourat ar paper, hag ur wech distro d' e vro, e teuas hennezh en e benn sevel ur bapererezh war ribl Stêr Oded, ur pemzek kilometrad bennak, e krec'h diouzh Kemper.

E 1834 e plantas un ardivink paper-dibun (1), hag adalek neuze e troas ar vilin vihan-se d'ober a bep seurt paperennoù tanav.

Ret eo, avat, dont tre betek ar bloavezh 1861, d'ar c'houlz m'edo trec'h ar sigaretenn dre-holl, kent gwelout ar vilin oc'h aozañ koulz lavaret, nemet paper-sigaretez.

Diwar neuze eo e loc'has, evit mat, kreskidigezh labouradegoù Bollore : da gentañ feurmiñ, goude-se prenañ un eil milin Kaskadeg ; diwezhatoc'h prenañ ur vilin all adarre e Troyes (Bro-C'hall) ; ken na voe dindan renerezh ar Volloreed ur genlabouradeg enni 11 ardivink-paperezh.

Betek 1939 ne labouras milinoù Bollore nemet evit an Amerik, pe dost, o pourchas paper-sigaretez d' ar merkoù bras evel Camel, Chesterfield, Philip Moris, Old Gold, meulet ganto holl gwitibunan perzhioù dreist ar marc'hadourezh breizhat.

En tu-hont d' ar paper war ganell, graet da vezañ stignet war wikefreoù- fardañ-sigaretez, e werzhe ivez Bollore, bep bloaz, d' ar « British Amerikan Tobacco Company », kaieradoù paper-sigaretez dre zekmilionadoù. Deut eo bet ar brezel da derriñ lañs bras an ermaeziadurioù-se ha 5 bloavezh war o hed eo manet Bollore, hep gallout tonkañ an disterañ marchad gant e wizion en Amerik.

Hogen, diwar ar bloavezh 1938, ar Stadoù-Unanet, o welout pell en o raok, o doa raktreset sevel e Karolina-an-Hanternoz, ur pikol labouradeg war baper- sigaretez, gant harp tec'hnegourion da Vollore, rak bras-spontus e teue dispignoù an Amerik da vezañ, dre berzh ar goulenn, atav o kreskiñ war ar marc'hadourezh breizhat. Dioueret eus paper Breizh, e-doug ar brezel diwezhañ, e roas an Amerikaned d' o milinadeg ur dalvoudegezh vrasoc'h eget na oant e-sell d' ober da gentañ. Ma c'heller bremañ lavarout o deus o fapererezhioù-sigaretez pep mestroni, neket hepken war dachennoù-gwerzh o bro, met e tiskouezont ivez bezañ ar gevezourion washañ war varc'hallec'hioù ar bed holl.

Tavet ar brezel, setu ma ranked adsevel kefridi v-Bollore penn-da-benn. Ar milinoù chomet morzet dindan an Alamaned a oa da vezañ adkempennet, ha ret oa kavout fred nevez evit kempouezañ drouziwezh ar marc'hata gant an Amerik. War dachenn ar vicherouriezh eo e voe renet ar strivoù kentañ raktal, hag evelse, en ur ober un nebeut bloavezhioù edo etre daouarn ar brenourion, strewet dre ar bed, kement seurt paper-sigaretez o klotañ, en doare gwellañ, gant ezhommoù pep hini.

Diouzh un tu all, dre bouez labourat ha poaniañ, e tizhas skiantvicherourion v-Bollore peuraozañ paperennoù tanav-all c'hoazh o talvout evit an ijinerezh. Hiziv an deiz, emañ Bollore o pourchas da vroioù Breizh ha Gall ouzhpenn 80 % eus ar c'hementad paper-speuriañ fetisaerioù-tredan (2) a gaver eno. Al labouradeg-mañ a zo unan eus ar re a c'hell spletiñ (produiñ) bemdez 3.000 kilo paper-fetisaer tanav-dreist, 7 mikron troc'had dezhañ.

Pleustret o deus kalz ar Volloreed ivez war studi ar pluskennoù evit paper- glaouet (3), hag e 1951, e c'holoent ouzhpenn an hanter eus ar marchad gall. Mar strollomp gant an teir micheradur-mañ (paper-sigaretez, paper tanav evit an ijinerezh, pluskennoù evit ar paper-glaouet), hini ar paper-bibl o talvout evit an embannadurioù-lorc'h ha dreistholl evit ar rummad anvet « La Pléiade » e galleg, neuze e c'hellomp kaout un daolenn glok a-walc'h eus labour-papererezh seurt kevredigezh.

War leur ar c'henwerzh, o deus ranket ar Volloreed adkemer o c'hreñv koulz hag evit un eil aloubiñ.

An ermaeziañ boas gwechall etrezek an Amerik ez eo bet kemeret e lec'h gant kasadegoù davit kement bro a zo war an douar hag e 1951, e oa trec'h un eil gwech ar re Vollore war un dachenn-varc'hata par d' an hini o doa gounezet a-raok ar brezel.

An teir milinadeg, lakaet a-gevret, a vez o taskor ouzhpenn 20 tonellad paper bemdez ha gant aratozidigezh an ardivinkoù, e vezer deut da gaout perzhioù labour n' hall den pismigañ outo.

Pep milinadeg e kaver enni un arnodlec'h evit ensellout ouzh temz ar paper da werzhañ, hag arnodlec'h-kreiz milin an Oded, e studier ennañ penaos lakaat diouzhtu da dalvezout ar c'havadennoù nevez-c'hraet.

E-keñver an oberoù kevredadel, o deus atav diskouezet ar Volloreed e oant diouzh o c'harg evel renerion-labour. Rak savet o deus en-dro da vilinoù an Oded ha Kaskadeg kêriadennoù gwirion gant bep a skol, bep a dachenn-sportoù ha bep a greizenn-vugelouriezh.

Mar deo gwir e weler ar Volloreed o chom a rumm da rumm e penn ar Bapererezh, ken gwir all eo e kaver ivez, e-mesk ar goskor, tud bepred diwar an hevelep tiegezhioù hag a zo deut da sevel o c'hein dre ma rae berzh ar vilinadeg.

Gant urzhiet evel m' eo al labour e tri skipailh oc'h ober pep unan anezho, eizh eurvezh bemdez, e c'hall ar vicherourion kaout amzer a-walc'h da intent ouzh o atant, pe o liorzh.

Milinoù-paper Bollore, ganet e Breizh, kant tregont vloaz a zo, n'o deus tamm ebet kollet o brud vat war varc'hallec'hioù ar bed. Ha bremañ, gant unnek ardivink ha pemzek-kant micherour war dro, e tiskouezont bout embregerezh kentañ an Europ evit ar paper-sigaretez hag ar paperennoù tanav divoutin.

  • (1) papier en continu, e galleg.
  • (2) papier isolant pour condensateur électrique.
  • (3) papier carbone.
 

En français


3 Publication


4 Annotations



    Thème de l'article : Coupures de presse relatant l'histoire et la mémoire d'Ergué-Gabéric

    Date de création : février 2021    Dernière modification : 24.02.2021    Avancement : Image:Bullorange.gif [Développé]