Ar furcher brezhonek
Alan Dumoulin (1748-1811)
Kerdaned ne oar ket kalz a dra diwar-benn an Aotrou Dumoulin. Levot [4] a lavaro deoc'h ar pezh a zo da c'houzout. Ur fazi a zo koulskoude er pez a lavar : Alan Dumoulin a voe ganet e Lanveog, trv parrez Kroazon, he n'eo ket d'an 8 a viz Du 1741 mes er bloavezk 1748, hervez an enskrivadenn bet lakaet war une maen-kañv e chapel bered Sant-Loeiz e Kemper : « Alanus Dumoulin Crozonensis ». Levot a savas e bennad-skrid a -siwar daou lizher bet kaset dezhañ gant an Aotrou 'n Eskob Graveran, niz Alan Dumoulin, bet skoliet gant e eontr hag heñchet gantañ da vont da veleg. Lennet em eus al lizheroù-se. Unan a oe bet skrivet d'an 29 a vez Here 1846, egile d'an 21 a viz C'hwhevrer 1847. O vezañ m'int bet lakaet kazi en o fezh e pennad Levot ez on souezhet n'eo ket bet lakaet an denvez anezhañ etre krochedoù. Bez' e c'heller lenn pennad Levot er « Bul. Soc. Archéo. Finistère », 1893, p. 242.
Buhez Alan Dumoulin a zo diskleriet ivez, diwar goust Levot, el levr gallek « Buhez hag oberoù an Aotrou Jozeb-Mari Graveran, eskop Kemper ha Leon », gant an Abad J.-M. Téphany [5] , Oaris Vives 1870, 5 l., Lev. I, stagadenn, p. 229-268.
Gant n'en doa ket lennet na Levot na Tephany e kave an Oaled [2] (niv. 34, p. 312, 1930) bezañ graet ur gavadenn e paperioù kozh kloerdi Plougernevel dre lenn warno anv an Aotrou Du Moulin. Goulenn a rae zoken digant ar furcherienn hag anaout a raent e « Grammatica latino-celtica » (S.O., Bul. U.R.B. 1930). Anaout mat a ran ez eo Dumoulin e anv. Ur ger hepken eta diwar-benn an hini a voe kelenner e Plougernevel, bet betek an Dispac'h-bras ur barrez eus eskopti Kempet gant ur skolaj enni. Eus Plougernevel e voa kaset da person da Erge-Vras (1781-91). Tremen a reas amzer an Dispac'h-bras er Vohemia. Goude a voe anvet da berson e Kraozon (1804), chaloni (1805), person Sant-Kaourintin (1906) ha vikel-vras. Mervel a reas e Kemper d'an 11 a vez Mae 1811 ((Bul. Dioc. Kemper, 1909, p. 4", 1916, p. 10, 1931, p. 44). Furcherien « an Oaled », avat, a chomas hep respont. Taolennet e oa bet, koulskoude, Gramadeg Dumoulin gant J. Loth en « Ann. de Bretagne », Levr VIII, 1893, p. 722-727. Eno eo e kaver difazi anv ar Gramadeg. Etre va daouarn eo bet meur a dro da vare m'edo c'hoazh e Llevrdi ar Verdeadurezh, e Brest. Setu eta e anv :
« Grammatica latoni-Celtica doctis acscientiarum appetentibus viris composita - ab Alano Dumoulin presbyterio, Encomii regni Bohemioe authore - Pragae Bohemorum - anv reparato e salutis 1800 », in 8°.
E penn al levr ez eus div bajennad tonioù, kanaouennoù ha kantigoù. Ar ganaouenn. « Ur vag neues zo invantet » a zo bet advoulet er « Fureteur Breton », I, 142. Anv ar c'hantigoù a zo : « Caromp oll gwir gristenien », « Adoromp holl » ha « Santez Mari mamm due ».
|
|
|
E-keñver ar yezh e laka Dumoulin h e-touez ar vogalennoù. Ga, ge, gi, go, gu a zo evitañ, damheñvel ouzk ka, ke, ki, ko ha ku. Ar « c'h emezañ, « a son evel ar gerioù : nox, nacht, octo, ac'ht germanek ». Da skouer e ro : « C'hwec'h plac'h gwerc'h war c'hwec'h marc'h gwenn ». Diaes eo ober gant e u rak hep diskleriañ e dalvoudegezh e skriv Dumoulin Due (Doue), diaul (diaoul), purgator, ludu, h. a..
Nebeut a dra da dennañ eta eus e levr nemed gerioù rouez, ul lodennig, hag an tonioù. Anat eo, koulskoude, e ouie Dumoulin yezh e gavell, rak savet en deus e c'hramadeg e-keit m'edo e Bohemia.
Kantigoù Dumoulin a zo anavezetoc'h. Lod anezho a glever kanañ hiziv an deiz : « Santez Mari Mamm Doue » hag a zo er c'hantikoù nevez eskopti Kemper. « O Sant Josef, pried Mari » an Tad Barnabe a zo damheñvel ouzh hini Dumoulin : « O pried sacr da Vari, tad vaguer da Jesus ». « Diskennomp holl, kristenien, en ifern da welet » savet gant Dumoulin a zo bet kempennet ivez ar C'hantigoù nevez.
Kantig komunion ar vugale : « Me am eus hirio preparet ur banquet sacr ha binniguet » a zo deut da vezañ : « Me a ginnig d'an dud eur pred (s.o., Feiz ha Breizh, 1905, p. 3_). Moulet e voe e ti Guilmer, breudeur, E Montroulez, in 8e, 8 p. : « Antretien etre Jesus hac ar vugale en o chommunion genta gant Cantic var ar Gommunion » (hep bloavezh). Kavet e vez ivez en e levr « Hent ar baradoz pe ar guir voyen da savetei an ene ». Laqueet e Brezonec gant an aotrou Al. Dumoulin, chaloni ha person eus ar guer a Guemper. E Kemper e ty E. Blot, Imprimer an Aotrou Eskop, 1834, in 8°, 456 p., 7p 1/4 a daolen, 18 kantig a zo etre ar pajennoù 305 ha 347. Trizek anezho a zo war donioù brezhonek, tri war donioù gallek, hini ar gomunion n'eus ton ebet gantañ. Unan a zo war ur ton nevez (un « Angelus »). Pevar a zo war don « Santez Mari, mamm Doue ». Anv ar c'hantigoù-se a zo : « Canticoù spirituel composet gant ar memes Baelec guinidic eus a barrez Crozon ».
Ne heuilh ket an Aotrou Dumoulin lezennoù e c'haramadeg en e « Hent ar Baradoz ». A troioù-lavar a zo aouenn, kalz anezho, ar gerioù, avat a zo gwisket gallek. Diskleriañ a ra kement-mañ e penn e levr : « Excus a c'houlennañ digant va lectour da veza en em servichet eus a galz comsou pere a zo muioc'h gallec eguet brezonnec, moes er pedi a ran ive da ober reflexion penaus ar c'homsou-se a zo bremâ ententet gant an oil Vretonet. E meur a garter en em servicher anezo, ha memes ar brezonec, couls hac ar gallec, a chench bemde. Da benn uguent bloas, e vezo cals chenchet al langaich brezonec ».
Kant vloaz en e raorg e lavare ivez an Tad Pelletier [3] edo ar brezhoneg war e dremenvan. Kant vloaz warlerc'h an Aotrou Dumoulin eo bevoc'h, yac'hoc'h ha pinvidikoc'h ar brezhoneg eget biskoazh.
L. Lok. [1]
|
|