Nebeut a dra da dennañ eta eus e levr nemed gerioù rouez, ul lodennig, hag an tonioù. Anat eo, koulskoude, e ouie Dumoulin yezh e gavell, rak savet en deus e c'hramadeg e-keit m'edo e Bohemia.
Kantigoù Dumoulin a zo anavezetoc'h. Lod anezho a glever kanañ hiziv an deiz : « Santez Mari Mamm Doue » hag a zo er c'hantikoù nevez eskopti Kemper. « O Sant Josef, pried Mari » an Tad Barnabe a zo damheñvel ouzh hini Dumoulin : « O pried sacr da Vari, tad vaguer da Jesus ». « Diskennomp holl, kristenien, en ifern da welet » savet gant Dumoulin a zo bet kempennet ivez ar C'hantigoù nevez.
Kantig komunion ar vugale : « Me am eus hirio preparet ur banquet sacr ha binniguet » a zo deut da vezañ : « Me a ginnig d'an dud eur pred (s.o., Feiz ha Breizh, 1905, p. 3_). Moulet e voe e ti Guilmer, breudeur, E Montroulez, in 8e, 8 p. : « Antretien etre Jesus hac ar vugale en o chommunion genta gant Cantic var ar Gommunion » (hep bloavezh). Kavet e vez ivez en e levr « Hent ar baradoz pe ar guir voyen da savetei an ene ». Laqueet e Brezonec gant an aotrou Al. Dumoulin, chaloni ha person eus ar guer a Guemper. E Kemper e ty E. Blot, Imprimer an Aotrou Eskop, 1834, in 8°, 456 p., 7p 1/4 a daolen, 18 kantig a zo etre ar pajennoù 305 ha 347. Trizek anezho a zo war donioù brezhonek, tri war donioù gallek, hini ar gomunion n'eus ton ebet gantañ. Unan a zo war ur ton nevez (un « Angelus »). Pevar a zo war don « Santez Mari, mamm Doue ». Anv ar c'hantigoù-se a zo : « Canticoù spirituel composet gant ar memes Baelec guinidic eus a barrez Crozon ».
...
Ne heuilh ket an Aotrou Dumoulin lezennoù e c'haramadeg en e « Hent ar Baradoz ». A troioù-lavar a zo aouenn, kalz anezho, ar gerioù, avat a zo gwisket gallek. Diskleriañ a ra kement-mañ e penn e levr : « Excus a c'houlennañ digant va lectour da veza en em servichet eus a galz comsou pere a zo muioc'h gallec eguet brezonnec, moes er pedi a ran ive da ober reflexion penaus ar c'homsou-se a zo bremâ ententet gant an oil Vretonet. E meur a garter en em servicher anezo, ha memes ar brezonec, couls hac ar gallec, a chench bemde. Da benn uguent bloas, e vezo cals chenchet al langaich brezonec ».
Kant vloaz en e raorg e lavare ivez an Tad Pelletier [3] edo ar brezhoneg war e dremenvan. Kant vloaz warlerc'h an Aotrou Dumoulin eo bevoc'h, yac'hoc'h ha pinvidikoc'h ar brezhoneg eget biskoazh.
L. Lok. [1]
|