KERNE, PARDON AN TEIR VARI (Kendalc'h)
Intron Varia Kerdevot
An oferenn vintin er Sklerder, an oferenn-bred e ti Intron Varia Izel-Vor, d'ar gousperou breman da Gerdevot e parrez an Erge-Vras.
Eur peziad mat a hend, zo d'oher evit mont di deus ar Forest. Ne iafomp ket da lonka poultrenn war hend bras Kemper da Gonk, na da gask disheol elec'h n'eus bod koad ebet war ar c'hleuniou. Deomp kentoc'h gant hend Erge-Vihan. Diskennomp goude d'ar stankenn, d'an drao-
nienn ledan e teu enni Ster-Jet ha Ster-Odet da veska o dour. Treuzomp Ster-Jet e Pont an Dour Gwenn ha kemeromp hend Elliant, hag e vimp buan e Penn hor beach.
§ Intron Varia Kerdevot ...
Intron Varia Kerdevot - Chapel Kerdevot zo ebars eun draonienn leun a c'hlazvez, treuzet gant eur wazig dour a ra d'ei freskadurez ; tro dro tuchennou, round o fennour. Dirazi eur c'hoad, stank an delliou ebarz: dreizo e c'hellomp gwelet pell dirazomp skeudenn skip [2] an tour.
Er bloavez 1701 da c'houel Maria ar Goulou e voe diskaret an tour-ze gant eur gaouad avel spountus. Mont a reas d'an traon war e-benn hag en eur dapa an douar, e flastras daou zen dindanan. Laket e voe prim war e zao, ken brao hag arôk gant eur renkennad diri a hep tu, ar vali-vaen e harz troad an tour hag hen-man e unan gant e veg lemm hag e gant toullig digor d'ar sklerijenn.
Pa z'eer en iliz, e chomer estonètken uhel all e ia ar volz da glask beg an doen. Gwelet 'reer c'hoaz ar pez a jom eus ar gwer-koz. Warno eo merket aroueziou tier koz Breiz-izel o deus greet eur vad benag d'ar chapel : re Wengat, Treanna (Eliiant), Kerforz, Kersulgar, ar C'hastel ha Liziard. Talvout a ra c'hoaz sellet ouz eun dôlenn gaêr ki-zellet warni badiant hor Zalver, ouz skeudenn Sant Telo a-ramp war eur c'haro ha dreist-holl ouz tôl burzuduz an ôter vras aman a-us d'ei Intron Varia Kerdevot.
Ar c'honchennou koz a lar d'omp eo an dôl-ze labour eur c'hizeller yaouank deus ar broiou estren. An Intron Varia hec'h unan a henchas e spered hag e zorn. Pa voe kempennet an tamm-koad, ar micherour a bignas anean war eur vatimant, eur vag. Lezet da vont gant he fenn he unan, houman a ieas pell pell evelse. gant ar môr. A-benn ar fin e teuas da zouara war ôd Benodet. Diredi a reas beleien an holl barreziou tro war dro da welet an tôl-labour dispar. Peb hani a glaskas kaout anean exit e iliz. Ar vag, avat, a dec'he bep tro ha den n'hellas pignat warni nemed beleien ha kuzulierien iliz an Erge-Vras. Kas a réjont ganto an dôl-ôter ebars eur c'har beteg ar chapel e oant da vat o ehan sevel d'an Intron Varia e Kerdevot. Hag en iliz laket en he zao evit trugarekaat ar Werc'hez da veze miret ar barrez ouz ar Vosenn a ree kemend a reuz war douar Elliant, en iliz-se e voe-laket an ôter vurzudus.
Diskouez a reer c'hoaz etre Rubernard ha Nivernod en Erge-Vras, eur pont-maën a c'hoanteas ar vosenn mont dreistan. N'em gavet e kenver ar C'heiz, seto an Intron-Varia o tigouezout ganti. En he zao e oa-hi ha dremmou ken rust d'ezi ma teuas ar vosenn war he c'hiz en eur 'n em ruza. E tel ar pont, ez eus eur roc'h hag a zoug roudou troad ar Werc'hez, hag e kiehen, roudou all ; re eun troad distumm, egiz hini eul loan divalo, troad ar vosenn. Oter Kerdevot zo unan eus kaera labouriou kizellet war ar c'hoad e Breiz-Izel. N'ê ket, avat, eus ar vro. Deut eo eus bro Flandrez ; an dud enni a zoug merk eur stal eus ker vras Anvers ; eun dorn, treset gant eun houarn ru. E c'hell beza eus amzeriou an dukez Anna. Eur barn tôlennou zo livet hag alaouret warni ; gwelet a reomp ar Werc'hez o tont er bed man hag o vont d'ar bedall, o vervel astennet war eur gwele etre an euneg abostol. Goude eo douget d'an douar benniget ; tri soudard Juzeo a glask miret ouz an dud da vont ebiou ha lakat o daouarn dizakr war an arched. Neuze an daourn a zistag diouto hag a jom stardet ouz ar c'hoad ; an tri ailhon a n'em wef [3] war an dachenn, o iudal gant ar boan. Gwelet a reomp c'hoaz an Tea hag ar Mab o lakat war benn an Intron-Varia eur gurunenn gaer aman ar Spered Santal o c'hournij a-us d'ei.
Diou dôlen all a ziskoues d'eomp ar Rouaned e hart - tréid ar Mabig Jezus hag hor Zalver douget d'an templ. N'int nag eus amzeriou nag eus talvoudegez ar me all.
Er vered, eur C'halvar kaer hag eur sakreteri, euh daim sapaturus d'ei: egiz kein eur pag, eur.vatinaant. Tri c'hant metr benag deus ar chapel, eus tu ar Zao-heol, eman ar feunteun iakr gant he zalbenn kizellet hag he lennou hi-, "han a c'hell an dud mont enno da eva ha da 'n em walc'hi.
Diaes bras e ve d'an den laret peger brao eo pardon bras Gwengolo ha pegemend a dud a yak ennan, deus Brieg, Elliant, Langolen, Landudal, Kemiper ha deus a belloc'h c'hoaz. E Kerne-Izel n'eus ket kalz pardoniou hag e ye trec'h da hani Kerdevot: Goude Santez Anna ar Palud hen eo sur pardon bras ar Glaziked.
§ Kantik koz Intron Varia Kerdevot ...
Kantik koz Intron Varia Kerdevot zo bet embannet er bloavez 1891 gant an Otrou Favé, beleg. Goal birr eo : 56 pennad zo dioutan. Brezoneg fall a-walc'h a gaver ennan. D'ar mareou m'eo bet savet (1712) e oa galleg leiz ar falc'h da droc'hi etouez brezoneg treut. A c'hraz Doue, an devez hizio eo bet c'houennet an alc'houezenn-se a golle hor parkad ed.
Ar c'hantik daoust da ze, n'eman ket ar berr halan gantan ha dont a ra dioutan a-wechou ar pez a ra talvoudegez ar gwerziou : an tan hag an nerz.
Roet e vo d'oc'h an diverra eus ar c'hantik, hag an tanva eus e Vrezoneg drouk livet gant terzienn Bro-C'hall.
Da ganta, ar barz, evit heuilh ar giz, a ra eur bedenn d'an Dreinded Zakr. Goude e tigas da zonj, n'eus bet morse muioc'h a zigarez da 'n em erbedi, ouz ar Werc'hez :
« Tristidigez a welan, allas! pell zo er bed
Quernez eus bet ivez commançet da velet ,
Assista a reomp bemdez en enterramanchou
Demeus a dud hor c'hanton, hag en o servichou
N'en deus nemet ar vosen, n'hon eus ket c'hoaz gaelet
En hon touez er vro-man. Doue ra vezo meulet. »
Ar gwella tu da n'em viret ouz ar gwaligner-ze [4] eo pedi ar Werc'hez Vari gant eur fizians vras, hag aspedi c'hoaz anel da herpel brec'h he mab. Meur a lec'h santel, gwir eo, zo bet laket dindan he ano eun tamm e pep lec'h dre Vreiz ; met ar barz [5] a gred, « hep choqui a nep faeson iliz santel ebed » eo parrez an Erge Vras an hani he deus ar wella hag an devota iliz, egiz ma verk an ano a Gerdevot.
Neuze e teu ganlan .konchenn an' ôter' koad-tkizellet a zo o' ficha ar Zantualt an Itroun-Varia o c'hottlenn "cligant ar micberour yaouank labourai warnan; o lavar roi ar c'haera digoll: ar baradoz. An ôter nenze zo pignet war eur vag, a deu da zouari e traon 'star Gem,per. Pa zigouez beleien ha kuzulierien iliz an Erge-Vraz da glask he ç'haout egiz ar re all, e ya ganto a galon vat beteg o chapél neve.
Ar vro a-bez he deus liet da .c'honid gant al tec'h santell-ze. Tud Elliant:
" Attaquet oant gwechall gant eur c'hlenved kri.
Eitr pestilanç dangerus, commanc a reent da vervel.
Ken stanc a varvent bain& quen na vanquè loenet
Ha quiri d'ho ç'has d'ar vorc'h d'an douar hinniget. "
Tud Elliant a reas le da vont..d'ober eur weladenn da Intron Varia Kerdevot gant o bannielou hag o c'hroaziou. A vec'h oant diskennet da draon ar vorc'h, ar ré glanv a wellaas d'ô°, ha buan e oant pareet, an ail hag agile. Dibaoue ar burzud ze prosesion Elliant a la ato eur wech ar bloâ da Gerdevot.
Nag a draou kaer, a lar c'hoaz ar bàrz, lie deus grêt yamm val! Pet ha pet, igioazet, beuret, brevét n'eus ket bel 'digaset buhe enno gant!. liag a .dud dan zo deut da welet sklerljenn ,an heol benniget, gouda beza sq0et o daoulagad e dont ar feunteim zakr! —a D'an .ducl tkou-blet a skiant ha inemeci fon rentet = Kerdevot zo ot dînal ur remed assuret.
An traou laeret o unan, n'eus nemet o gouestla da In-tron Varia Kerdevot, a ,mu da veza ken pounner ma n'en ken ai laeron evit o stleja.
N'eus poan gorf na poan spered abat' ketnent ha ne teufe ar Werc'hez a bann outo. Ar beclierien aheurtet, katedet, ma c'heller o c'has da Gendeyot, a gavo fais sont d'ar ger. r barz a zispleg gouda eur renkènnad vat 'a draou barzuduz. An hani lenta eo istor ar iôuclard De'SChamps eus Kemper. Heman a oa bet er bloaven 1.711 _gant ar reder-nior brudet Duguay Rio-Ja-neiro. Pa oa ar batimanchou o tisthilAsh dro., c'halz anezo•:en 'd zouez bag an Deschamps, a -voe taget gant eur barr avel spontus. Pôtr Kemper hag ar re gantan deuas ar spered diezo da en em ouestli da IntrônIVaria &eh:levet. [Dont a rairont yac'h pesk' da zouar Breiz. Eur barn re .ail, avat, a ieas d'ar -goueted bag hag ail, korf ha madou. Deschamps hag e vignoned .a" voe mail ganto • mont da Gerdevot. Kinnig a rejont eur chapeled kaer d'ar Werc'hez hâ meur a oferenn voe laket ganto.
Goude e t'eu enr dornad mat a anoiou tud het dioua}let, • pareet, saveteet, lod én elir bedi er chapel, lod en em• eva eus donner fenntéun.•
Achui a ra hon 'den e gantik- eut- c'houlenn diga- norap„beza dik da vont da Gerdevot; da welétsplande-riou ar pardon bras. D'an deiz-so e vez digaset di ar la-kramant meulet ra vezo eus borc'h an Erge; an -egraon hizin •diskaret, a zone gwechall hep distag. Ma ne ga-nord ket kén breman, ipedennou ha kantikou ar 4ardo-nierien a zav o moues, trezeg ar baratins da .denna, ben-noz Doue ha sei1Ou trugarezus an Litron Varia war donal hor bro garet Breiz-lizel.
F.M., diwar notennou L. ar Gwennec
§ Bosenn Elliant ...
N'hellomp ket plega evelse istor Intron Varia Keidevot, hep-laret eur poz, eus gwerz Bosenn Elliant. Ne gaver.ket kalz kosnc'h egeti; ha nebeud tre a dosta outi: an traôn koz alles a dalv traou kaer.
Tre Langolen hag ar Faouet
Enr barz santal vez kavet;
Hag hen Tad Itasian anvét
Laret en deus d'ar Faouediz
Laket eun oferen bep miz
Eun oferenn en hoc'h iliz.
Eet eo ar vosenn en Elliant
Hogen ne ket eet hep forniant
Eet zo gat-hi seiz mil ha kant.
E Bro Elltant, hep laret gaou,
Ema diskennet an Ankou
Maro an holt dud, nemed daou :
Eur c'hroegik koz tri-ugent vloa
Hag eur mab ken he devoa.
Tennet eus leor « Barzaz-Breiz » Kermarker.
|