J'ai travaillé chez Bolloré pendant 41 ans, de 1920 à 1961. Je suis né en 1902. Quand j'ai embauché il y avait 54 femmes à la chiffonerie.
« Labourat 'm eus e ti Bolloré abaoe 41 bloaz, etre 1920 ha 1961.
Ganet on e 1902. Pa oan aet e 1920, e oamp 54 maoues er
"chiffonnerie". Bez e oa bet daw lakaad niverennoù ewid
liñserioù peb heni peogwir e oamp ken niverus !. »
|
En 1920 il y avait 54 femmes qui travaillaient à la chiffonnerie. Les chiffons venaient de l'Etranger, de Russie par exemple, étaient désinfectés et triés à l'avance.
« Eus ar Russi eoa al lien o tont : chaossoneier d'ar voussed,
loereier ... trist gweled aneho, traou lovr ! Ar pilhoù-se
a veze memestra desinfektet en araog. »
|
Dans un premier temps, elle a connu le banc traditionnel du papetier où les chiffons étaient découpés à la faux en morceaux de 10 cms de côté environ.
« Ewid troc'hañ ar pilhoù e tammoù bihan e oa un daolig goad vihan. C'hwi 'oa asezet er penn all o
rampañ hag ur falz 'oa plantet gant an tu lemm en tu all. Goudese e oa ur gasset vihan ewid lakaad
ar pezh 'poa gwraet. Ma oa traou lovr e oa ur "grille" e-kichen ewid tenn ar poucher kuit eos ousto.
Peb sort traou a oa toud : stoup, fissel, kerden ha ne oant ket mad, ur bern traou lovr !»
«Da gentañ e oa gwraet tammoù hir gant ae pilhoù paket en ho torn er mod-se, un tu en ho torn, an
heni all o pegañ e-barzh an tamm pilhoù. Pa poa gwraet un dornad mad, c'hwi a bassee aneho e mod-se
ewid ober tammoù bihan. Gwraet e oa tammoù e-gis palv ma dorn ase a oa mad. Med an tammoù-se ne oa
ket toud heñvel neuse, lod aneho ne oant nemed tammoù lass. »
|
Au début également il fallait travailler avec une hache pour couper la ficelle, les filets de pêche et les cordes, et chacun devait aller chercher ses chiffons et les transporter sur son dos.
« Da gentañ toud e veze labouret gant ar vouc'hal, ar falz ... Ar vouc'hal-se a oa bihan, ur
vouc'halig lemm a oa gant daou benn ewid troc'hañ kerden, fissel, rouedoù. Peb heni a oa red dehañ
mont da ger'had ur pakad pilhoù 200 livr war e gein. »
|
Il fallait faire le tri des chiffons et mettre de côté ce qui n'était pas du bon tissu : ourlets, boutonnières, boutons, cols, etc ...
« Daw e oa bannañ kuit toud ar pezh na oa ket mad ... Lakaet e oa toud ar boutonioù e-barzh ar
"poucher". A re vad a oa daspugnet ha kasset d'ar gêr hag ar re all a oa lakaet e-touesk ar poucher
dindan ar "grille". Ha goudese pa oa ur bern, e oamp o kass anehañ e-barzh ur sac'h war hor c'hein
d'un tu bennag e-barzh ar c'hoad. An dra-se a rae deomp ur bourmenadenn - kuit da chom e-barzh an
usin e-touesk ar poucher - war vord ar stêr pe e Keranna. »
|
Les conditions de travail au début du XXe siècle étaient pénibles et l'odeur et la poussière imprègnaient les vêtements des ouvriers.
« Eizh eurwezh bemdez e veze labouret e-barzh ar "chiffonerie" epad an deiz. Ha da greisteiz e oa
red redeg ewid mont d'ar gêr d'ober merenn. Leun a boultr e oa toud ar pilhoù-se hag e oan o poussañ
epad an nos. Daw e oa din asezañ e-barzh ma gwele kemendall a boucher a oa ganin ... Hag hon dilhad
deomp pegen lavr e oant ! Soñj 'm eus, forzh pelec'h ez aemp e oa c'hwes ar pilhoù ganeomp. »
|
|
|
Peu à peu les conditions de travail s'améliorent grâce à l'installation de ventilateurs et d'aspirateurs de poussière.
« Ar re-gozh ne faote ke deho e veze lakaet un "aspirateur" ewid tennañ ar poucher kuit. Bet'oa deuet
ur mare hag a oa bet deuet ur sort "ventilateur". Hennezh a veze gwraet ar "moulut" anehañ. Hennezh
a droe e mod-se hag ar poultr a yae er maes. »
|
Plus tard, vers 1936 fut installée une machine à couper les chiffons. Alors il suffisait de les trier, de les préparer et de les faire couper à la machine.
« Goudese e oa deuet ur mekanik da droc'hañ aneho ha ne oa d'ar mare-se nemed triañ aneho ha ne
oa ket daw chom da droc'hañ aneho bihan er mod-se. Deuet e oa ar mekanik-se araog ar bresel, er
bloawezh 1935-36. »
|
Puis c'était le lessivage des chiffons à l'acide d'azote et de chaux. Il s'effectuait dans des lessiveurs qu'il fallait remplir. Chacun était payé en fonction des lessiveurs remplis.
« Goudese e oa "la lessive" e-barzh ur pezh mell childourenn. Reoù hir a oa da gentañ pa oan aet ha
goudese e oa gwraet daou newez, re ront ha bras. Bez e oa unan o vont e-barzh al "lessiveur" da
flastrañ ar pilhoù memes ma n'en doa ket droed d'henn ober ewid fourañ ar pilhoù gant ur vazh koad.
Dont a rae ar pilhoù gwalc'het eus ar chidourenn-se. Paet e oamp herwez ar bailhoù (lessiveurs)
gwraet ganeomp. A-wechoù e oa daou d'ober, a-wechoù tri pe pewar. Start e oa al labour. »
« Er bloawezh 1924, pa 'm boa dimezet, em boa gwraet 800 lur en ur mis hag am boa paeet toud ma frejoù
dimeziñ ganto. »
|
La dernière étape était le défibrage :
« Goudese e veze lakaet ar pilhoù e-barzh ar "piloù" ewid bezañ dineudet ha gwennet ha 'benn ar fin
e oa toas kros. Tennet e oa an toas-se gant ur vac'h ha lakaet anehañ en ur "pil" all da dorriñ
anehañ finnoc'h. Red e oa d'an toas bezañ fin tre ewid ober paper. »
|
Marjan Mao lors d'un concours de chant en breton en mars 1988
|