Pardonerien e Kerdevot, Pardon à Kerdévot, Feiz ha breiz 1871 - GrandTerrier

Pardonerien e Kerdevot, Pardon à Kerdévot, Feiz ha breiz 1871

Un article de GrandTerrier.

(Différences entre les versions)
Jump to: navigation, search
Version du 2 octobre ~ here 2012 à 20:17 (modifier)
GdTerrier (Discuter | contributions)

← Différence précédente
Version du 2 octobre ~ here 2012 à 20:49 (modifier) (undo)
GdTerrier (Discuter | contributions)

Différence suivante →
Ligne 25: Ligne 25:
|width=48% valign=top align=justify| |width=48% valign=top align=justify|
{{Citation}} {{Citation}}
-Eur pandoner, bet e chapel Itron-Varia Kerdevot d'ar 4 euz ar miz, a scrif deomp kement-ma :+Eur pardoner, bet e chapel Itron-Varia Kerdevot d'ar 4 euz ar miz, a scrif deomp kement-ma :
Pardonerien bet e Kerdevot d'ar 4 a Vae 1871 Pardonerien bet e Kerdevot d'ar 4 a Vae 1871
Ligne 39: Ligne 39:
evit pidi ganeomp ha diskuez ive da Vari ho c'harantez hag ho anaoudegez vad. evit pidi ganeomp ha diskuez ive da Vari ho c'harantez hag ho anaoudegez vad.
 +An tadou a gompagnunez Jesus, a Gemper, o deus brema en ho zi cun nebeut soudardet gouliet, hag an dud-ze bet mac'hagnet er vrezel skrijuz on eus bet, eo o doa goulennet dont da gemeret perz er pardon-ne e giz Breiz. Dont a reant eur banier eu ho raog, hag imach sant Joseph douget var ho diouscoas.
 +Buan e voue great plas d'ar vugale calonek-ze da Vari, pere en em lakeaz adarre gant ho diskan dudius : <i>Ave Maris stella</i>. Goude ar gorreous e canjont ar <i>Magnificat</i>, ar c'hantik-ze a anaoudegez vad lezet gant Mari en heritach d'ar gristenien anaoudek. — la, tud iaouank, canit a vouez huel, canit a greiz ho calon ; ar c'han-ze a ziskuez ho feiz hag ho tevosion. Ar c'han-ze eleac'h ma lakit hoc'h oll ene, en deus great vad din, beveat en deus va feiz, roet en deus din eun heur a laouenidigez dudious meurbet ; ha gouzont a ran o deus meur an hini all santet ho c'halon tomet evel va hini-me, rak daelou dous a zo diredet euz a veur a zaoulagacl. D'ar moueziou-ze cre ha groz, o cana ho c'hantig a anaoudegez vad, e responte moueziou all dousoc'h hag ive ken devod, moueziou merc'hed, ive bugale da Vari, ha gozig oll euz a vreuriez ar plac'hed iaouang a Gemper.
 +
 +Goude an oferen e voue great prosesion. Aotrou Person an Ergue-vraz en doa bet zur zonch euz ar re vella, o lacat soudarded enken, mobilet ha mobilizet, da da zougen an oll anseignon hag an imachou. Eur blijadur oa guelet ar fouge a ioa enho o vont da gregi en anseignou-ze. Buan e voue guelet pemp pe c'huec'h banier, diou groaz, eun niver braz a c'hitoniou, hano ar Verc'hez varnezho, dispaket en avel. Ne vije ket bet sounnoc'h ho fenn gantho var eun dachen vrezel, n'o divije ket cavet honoraploc'h beza o tifen eur gaer pe o tioual eur prins ; rak anaout a reant ar privilach a reat dezho, gonzout a reant e reant ama dreist oll eur c'hard a henor, gard a henor ho mam hag ho difennourez oll-c'halloudek. Neuze a teue imachou sant Joseph hag ar Verc'hez douget ive gant soudardet. Evit serra ar brosesion e teue eun ofrans anaoudegaz vad, eur prezant kinniget da Itron-Varia Kerdevot. Ar zonch da ober ar prezant-zo a ioa dent da unan bennag a dud devot Kemper, ha kerkent oa bet caset da benn. Eur planken marbr guenn eo, kizellet varnezhan a lizerennou aour ar c'homzou-ma evelen :
{{FinCitation}} {{FinCitation}}
|width=4% valign=top align=justify|&nbsp; |width=4% valign=top align=justify|&nbsp;

Version du 2 octobre ~ here 2012 à 20:49

Catégorie : Journaux
Site : GrandTerrier

Statut de l'article :
  Image:Bullorange.gif [Développé]
§ E.D.F.

Un compte rendu du pardon de Kerdévot, publié le 13 mai 1871 dans Feiz ha Breiz, le mensuel de l'évêché de Quimper et de Léon.

Autres lectures : « Kemperiz e Kerzevot, Quimpérois à Kerdévot, Feiz ha breiz 1870‎ » ¤ « Le pardon de ND de Kerdévot » ¤ « Pélerinage à Notre-Dame de Kerdévot, l'Impartial du Finistère 1871 » ¤ « 1867-1872 - Tirage au sort, exonération et remplacement au service militaire » ¤ 

1 Présentation

Cet article, rédigé en langue bretonne, est particulièrement intéressant à cause du contexte de la guerre prusso-française. Il est signé des initiales L.B.

 


2 Transcription

Eur pardoner, bet e chapel Itron-Varia Kerdevot d'ar 4 euz ar miz, a scrif deomp kement-ma :

Pardonerien bet e Kerdevot d'ar 4 a Vae 1871

Caret a rant, d'an deiziou kenta euz an nevez amzer, pa gomans an traou sevel a nevez, da vintin pa veler an heol o sevel adren ar meneziou, caret o ran taleur va zell var hor prajeier, var hor parkeier leis gant ar gliz ; caret a ran mont, eur vaz ganhen em dorn, da vale dre venodennou hag heutchou doun Kerne. D'ar mara-ze e lavarfet e vese dousoc'h trouz ar goaziou o redek dindan ar geot glaz, e ve caeroc'h ha dudiusoc'h kanaouennou al labouset. Hogen bez'ez euz en nevez amzer derveziou e pare e cafet e ve an douar caeroc'h c'hoaz, e ve an heol skedusoc'h, an ear iac'hoc'h ha muioc'h a vuez enha. An derveziou-ze eo ar rce ma zeomp, epad dmis Mari, da bardena da unan bennag euz he chapelou benniget ; neuze an oll moueziou-ze euz an natur a zao pephini en he iez, hag en em laca a unan gant hon hini evit kana gant laouenedigez, esperans, carantez : meuleudi da Zoue, carantez d'he vam ar Verc'hez.

Ar pevar a vis Mae a zo bet evit Ergue-Gaberie, ar meziou divardro, ha zoken evit meur a zen devot euz a Gemper, unan euz an derveziou-ize a laouenidigez, dudius d'ar galon, hag a zalc'her sonch anezho pell. Ferkent ha goulou deiz e volet o tisken divar an tergin zo en dro da chapel Itron-Varia Kerdevot, aleiz a vandennon pardonerien. 0ll e teuent sioul, didrouz, o sonjal en ho mam a zeant da velet, ha lod o lavaret caloneg ar chapelet. Tud iaouang ha re goz, mamou ha merc'hed iaouang a ioa en em glevet d'en em gaout eno digaset gant ar feiz, evel pa na rajent nemet eun tiad tud. Bez'e voant mipien bet pell er meaz euz a ho zad, lamet digant ho c'herent evit mont da eur brezel criz, hag a iea da Gerdevot da drugarecat ho mam euz an env d'ho beza digaset adarre da gaout ho mam euz an douar ; bez'e voant mamou christen hag a iea da drugarecat Mari da veza betevit ho bugale kement a garantez evel o deuz ho unan.

Da c'huec'h heur cloc'h ar chapel a zigor ar gouel o sini evit an oferen ganta. Ep dale ar chapel a ioa re vihan an oll bardonerien, kement oa an niver anezho. Lod en em starde oc'h an daol santel, lod alume piledou en hcnor d'ar Verc'hez, lod all, daoulinet var leuren an iliz a bede gant leiz. Eun eil oferen a voue da seiz heur anter, eun drede da eiz heur, hag ingroez ato, pardonerien nevez a deue eleac'h ar re a iea kuit, hag oll e pedent gant kement a feiz hag a zevosion !

Da nav heur a zea eur bedervet oferen da gommans pa voue clevet euz an ilis moueziou cre ha groz o tostaat en eur gana himn benniget ar Verc'hez : Ave Maris stella. Pardonerien nevez eo a deue da c'houlen, er chapel dija re eak evidomp, eur plasig en hon touez evit pidi ganeomp ha diskuez ive da Vari ho c'harantez hag ho anaoudegez vad.

An tadou a gompagnunez Jesus, a Gemper, o deus brema en ho zi cun nebeut soudardet gouliet, hag an dud-ze bet mac'hagnet er vrezel skrijuz on eus bet, eo o doa goulennet dont da gemeret perz er pardon-ne e giz Breiz. Dont a reant eur banier eu ho raog, hag imach sant Joseph douget var ho diouscoas.

Buan e voue great plas d'ar vugale calonek-ze da Vari, pere en em lakeaz adarre gant ho diskan dudius : Ave Maris stella. Goude ar gorreous e canjont ar Magnificat, ar c'hantik-ze a anaoudegez vad lezet gant Mari en heritach d'ar gristenien anaoudek. — la, tud iaouank, canit a vouez huel, canit a greiz ho calon ; ar c'han-ze a ziskuez ho feiz hag ho tevosion. Ar c'han-ze eleac'h ma lakit hoc'h oll ene, en deus great vad din, beveat en deus va feiz, roet en deus din eun heur a laouenidigez dudious meurbet ; ha gouzont a ran o deus meur an hini all santet ho c'halon tomet evel va hini-me, rak daelou dous a zo diredet euz a veur a zaoulagacl. D'ar moueziou-ze cre ha groz, o cana ho c'hantig a anaoudegez vad, e responte moueziou all dousoc'h hag ive ken devod, moueziou merc'hed, ive bugale da Vari, ha gozig oll euz a vreuriez ar plac'hed iaouang a Gemper.

Goude an oferen e voue great prosesion. Aotrou Person an Ergue-vraz en doa bet zur zonch euz ar re vella, o lacat soudarded enken, mobilet ha mobilizet, da da zougen an oll anseignon hag an imachou. Eur blijadur oa guelet ar fouge a ioa enho o vont da gregi en anseignou-ze. Buan e voue guelet pemp pe c'huec'h banier, diou groaz, eun niver braz a c'hitoniou, hano ar Verc'hez varnezho, dispaket en avel. Ne vije ket bet sounnoc'h ho fenn gantho var eun dachen vrezel, n'o divije ket cavet honoraploc'h beza o tifen eur gaer pe o tioual eur prins ; rak anaout a reant ar privilach a reat dezho, gonzout a reant e reant ama dreist oll eur c'hard a henor, gard a henor ho mam hag ho difennourez oll-c'halloudek. Neuze a teue imachou sant Joseph hag ar Verc'hez douget ive gant soudardet. Evit serra ar brosesion e teue eun ofrans anaoudegaz vad, eur prezant kinniget da Itron-Varia Kerdevot. Ar zonch da ober ar prezant-zo a ioa dent da unan bennag a dud devot Kemper, ha kerkent oa bet caset da benn. Eur planken marbr guenn eo, kizellet varnezhan a lizerennou aour ar c'homzou-ma evelen :

 

...

L.B.

3 Traduction française

Un pèlerin, qui a été à la chapelle de Kerdévot le 4 du mois, nous écrit comme suit :

LES PELERINS A KERDEVOT LE 4 MAI 1871

...

 

...

L.B.

4 Coupures de presse

5 Annotations



    Thème de l'article : Coupures de presse relatant l'histoire et la mémoire d'Ergué-Gabéric

    Date de création : septembre 2012    Dernière modification : 2.10.2012    Avancement : Image:Bullorange.gif [Développé]