Eur pandoner, bet e chapel Itron-Varia Kerdevot d'ar 4 euz ar miz, a scrif deomp kement-ma :
Pardonerien bet e Kerdevot d'ar 4 a Vae 1871
Caret a rant, d'an deiziou kenta euz an nevez amzer, pa gomans an traou sevel a nevez, da vintin pa veler an heol o sevel adren ar meneziou, caret o ran taleur va zell var hor prajeier, var hor parkeier leis gant ar gliz ; caret a ran mont, eur vaz ganhen em dorn, da vale dre venodennou
hag heutchou doun Kerne. D'ar mara-ze e lavarfet e vese dousoc'h trouz ar goaziou o redek dindan ar geot glaz, e ve caeroc'h ha dudiusoc'h kanaouennou al labouset. Hogen bez'ez euz en nevez amzer derveziou e pare e cafet e ve an douar caeroc'h c'hoaz, e ve an heol skedusoc'h, an ear iac'hoc'h ha muioc'h a vuez enha. An derveziou-ze eo ar rce ma zeomp, epad dmis Mari, da bardena da unan bennag euz he chapelou benniget ; neuze an oll moueziou-ze euz an natur a zao pephini en he iez, hag en em laca a unan gant hon hini evit kana gant laouenedigez, esperans, carantez : meuleudi da Zoue, carantez d'he vam ar Verc'hez.
Ar pevar a vis Mae a zo bet evit Ergue-Gaberie, ar meziou divardro, ha zoken evit meur a zen devot euz a Gemper, unan euz an derveziou-ize a laouenidigez, dudius d'ar galon, hag a zalc'her sonch anezho pell. Ferkent ha goulou deiz e volet o tisken divar an tergin zo en dro da chapel Itron-Varia Kerdevot, aleiz a vandennon pardonerien. 0ll e teuent sioul, didrouz, o sonjal en ho mam a zeant da velet, ha lod o lavaret caloneg ar chapelet. Tud iaouang ha re goz, mamou ha merc'hed iaouang a ioa en em glevet d'en em gaout eno digaset gant ar feiz, evel pa na rajent nemet eun tiad tud. Bez'e voant mipien bet pell er meaz euz a ho zad, lamet digant ho c'herent evit mont da eur brezel criz, hag a iea da Gerdevot da drugarecat ho mam euz an env d'ho beza digaset adarre da gaout ho mam euz an douar ; bez'e voant mamou christen hag a iea da drugarecat Mari da veza betevit ho bugale kement a garantez evel o deuz ho unan.
Da c'huec'h heur cloc'h ar chapel a zigor ar gouel o sini evit an oferen ganta. Ep dale ar chapel a ioa re vihan an oll bardonerien, kement oa an niver anezho. Lod en em starde oc'h an daol santel, lod alume piledou en hcnor d'ar Verc'hez, lod all, daoulinet var leuren an iliz a bede gant leiz. Eun eil oferen a voue da seiz heur anter, eun drede da eiz heur, hag ingroez ato, pardonerien nevez a deue eleac'h ar re a iea kuit, hag oll e pedent gant kement a feiz hag a zevosion !
Da nav heur a zea eur bedervet oferen da gommans pa voue clevet euz an ilis moueziou cre ha groz o tostaat en eur gana himn benniget ar Verc'hez : Ave Maris stella. Pardonerien nevez eo a deue da c'houlen, er chapel dija re eak evidomp, eur plasig en hon touez
evit pidi ganeomp ha diskuez ive da Vari ho c'harantez hag ho anaoudegez vad.
|