Gwers an ifern ou le cantique de l'enfer d'Alain Dumoulin - GrandTerrier

Gwers an ifern ou le cantique de l'enfer d'Alain Dumoulin

Un article de GrandTerrier.

Revision as of 20 juillet ~ gouere 2013 à 19:38 by GdTerrier (Discuter | contributions)
Jump to: navigation, search
Rummad : Brezhoneg    
Lec'hienn : GrandTerrier

Statud an artikl :
  Image:Bullorange.gif [e darn]

Voici un cantique ....

Cette gwerz représente ...

Autres lectures : « Alain Dumoulin (1748-1811), prêtre et écrivain » ¤ 

1 Présentation

 

2 Deux versions bretonnes

Version Dumoulin (Hent ar barados)


Version Villemarqué (Barzaz Breizh)


Diskennomp oll a speret en ifern da velet
An tourmanchou effroyabl euz an eneou daonet
A zo dre justiç Doue dalc’het ebars en tan,
Goude beza abuset eus e c’hraç er bed-man.

Diskennomp holl, kristenien, enn ifern da welet
Ar wanerez estlammuz euz ann eneou daonet
Pe re zo dre wir Doue dalc’het e-barz ann tan,
O veza gret gwall zispign euz he c’hraz er bed-man.

An ifern a zo ur plaç leun a devaligen,
Eleac’h ne veler jamaes ar biana sklerigen,
An doriou zo siellet gand coler un Doue,
Ha ne zigorint jamaes hed un eternite.

Ann ifern zo eunn toulldon leun a devalijen,
Elec’h ne weler morse bihana sklerijen,
Ann noriou zo bet sarret ha prennet gand Doue,
Ha n’ho digoro biken ; kollet eo ann alc’houe !

Considerit ar maleur eus an eneou daonet,
Songit en o zourmanchou gant ur guir barsetet ;
Rac aon goude ho maro ne zeussac'h da goueza
Er memes tourmant ganto, pa sonjot neubeuta.

 

Ur forn goret er bed-mâ ne n'ê nemet mouguet
E quenver tan an Ifern, pa vezint comparet ;
Guell eo devi fur enni, ac'han da fin ar bed,
Eguet beza en Ifern hed un deiz tourmanted.

Eur forn c’horet er bed-ma n’ed eo nemed moged,
E-kever tan ann ifern, tan eneou daonet,
Gwell e ve devi enn hi ac’han da fin ar bed ;
Eget beza enn ifern e-pad eunn heur gwanet.

Crial a reont ha yadal evel tud arraget,
Ne ouzon peleach tec'het, bepret ez int losquet ;
An tan zo var o gorre, an tan zo dindanno,
An tan zo a bep coste hac o devo ato.

Iudal reont a-boez penn, evel chaz kounnaret ;
Ne ouzont pelec’h tec’het, peb-lec’h ez-int losket ;
Ann tan zo war ho gorre, ann tan zo dindan ho,
Ann tan zo a bep kostez hag ho devo ato.

 

Ar mab a lamm gand he dad, hag ar verc’h gand he mamm,
Ho stlnjo, gand mil malloz, dre ho bleo, kreiz ar flamm.
— Malloz d’hoc’h grek diaket, hag hoc’h euz hon ganet ;
Malloz d’hoc’h, tra didalvez, kiriok oc’h omp daonet ! —

Neuse, dre an disesper, an eneou daonet
A roï mil ha mil mallos d'an heur ma zint ganet,
Ha d'an tadou ha mamou zo quiriec d'o glac'har,
Deffaut beza o c'horriget par voant var an douar.

 

Ar priejou en Ifern, siouas en em gavo,
Hac ive o bugale mar bent donet ganto ;
An eil a roï d'eguile mil malediction,
Dre ma zont caus assambles eus o daonation.

 

Ar re zo bet er bed-mâ en debauch mignonet,
O deus offancet Doue dre mil ha mil pec'het ;
Em gavo en Ifern o lesqui assambles,
Peleac'h en em zispennint evel leonet gouez.

 

Doulagat a re zaonet a vezo tourmantet
Dre a guel an diaoulou hac eus ar serpantet ;
An tan hac an disesper a vezo o sartaich,
An eternite poanius a rai o heritaich.

 

O magadurez vezo da viquen gant Satan
A vestl eus an drafonet etouez ar flammou tan ;
Ha siouas, o oll breuvaich a vezo composet
Eus a mil ha mil viltans a c'hoad an tousseguet.

Ho magadurez a vo da viken gand Satan
Kaezour ann dragoned, etouez ar gwaziou tan ;
Hag ho evach, ho daelou, hag a vezo mesket
Gand mil ha mil seurt viltanz ha goad ann touseged.

O diou scouarn ne glevint nemet ar blasphemou,
Ar c'hri al leoudouet, ha pep seut mallozou
A roi en eil d'eguile, ha memes d'an Dreindet,
D'ar Verc'hes ha dan Aelez, d'ar Saent ha Santezet.

 

Corf an dud-ze milliguet a vezo tourmantet
Gand ar serpantet cruel ha gans an drouc-speret ;
En tan e vezo ruillet o c'hic hac o eskern,
Evit ma teving creoc’h e fournes an Ifern.

Ha kignet vo ho c’hroc’hen, hag ho c’hik difreuzet,
Gand beg ann aered-wiber, kouls ha dend ann diaouled,
Hag enn tan a vo ruillet ho c’hig hag ho eskern,
Evit ma tevo kreoc’h forn vraz euz ann ifern.

 

Goude ma vezint losket eur boutadig enn tan,
E vint tolet enn eul lenn leun a skorn gand Satan,
Ha deuz al lenn barz ann tan arre vint didolet
Ha deuz ann tan barz ann dour, ’vel al loc’h-houarn goeliet.

Neuze e tuint da grial ha da scuilla daelou
O santout ar grueldet eveus o zourmanchou
Maes coll a rint odaelou, rac dre bado Doue,
E pado o zourmanchou hac on anquen ive.

Neuze teuint da wela, da wela gand enkrez :
— Ho ped ouz omp, ma Doue, ho ped ouz omp truez. —
Hogen enn aner welint ; rag ’tra bado Doue
E pado ho ankeniou hag ho enkrez ive !

An tan sur o evoro quen terrubl en Ifern
Ma tui ar mel da virvi partout en o esquern ;
Hennez vezo an tourmant da un ene daonet,
Caer en devezo yudal, bepret e vo losquet.

Ken ter a vezo ann tan ho rosto enn ifern,
Ma teui ar mel da virvi, penn-da-benn ’nn ho eskern,
Seul-vui c’houlennint true, seul-vui e vint gwanet ;
Kaer ho devezo iudal, losket e vint bepret.

An tan-ze zo alumet dre goler un Doue,
Rac-se e pado brepret pad un eternite,
Jamaes ne vezo mouguet maes ato e tevo,
Hep finissa d'o lesqui biquen n'o distrujo.

Ann tan-ze a zo c’houezet dre vuanegez Doue,
Ha halfe ked hen laza evel pa ma garfe ;
Biken na dolo moged, ha biken na devo,
Heb ehana d’ho leski biken n’ho diskarro.

Goude ma vezint losquet un nombr amzer en tan,
En em guevint en ul len leun a scorn gant Satan,
Eleac'h ma vezint sclasset a ben neubeut amzer,
Ma souffrint ar yenigen quer couls hac an domder.

 

Eus al lennou-se scornet, en tan e vint taulet
Ma continua ato o soaniou diremet ;
Biquen n'o devez repos, maes tourmant var tourmant,
Quent ma finisso unan, un all a vo presant.

 

Ar prenv eus o c'houstianç, o sico, o broudo,
Hac o amzer tremenet dezo a rebecho ;
Hennez a vo ar glac'har o velet o deus bet
Alc'hueziou ar Barados hac o deus dispriget.

Pet gueich omp bet er retret, a lavarint neuze,
Quer couls hac ar re salvet o clevet comzou Doue ;
Maes, siouas, dre hon maleur n'hon deus quet profitet,
Ne d'eo quet sur hep raeson, ez omp bremâ daonet.

 

O missionou santel, induljançou plenier !
Tremenet oc'h evidomp, n'e deus meu a amzer ;
Collet hon deus hon Doue dre ar pec'het marvel,
Condaonet omp da jamaes d'ar poaniou eternel.

 

Ar pez a ra hon hirvoud, ha, siouas, hon regret,
Eo da veza bet collet an amzer dremenet ;
Ma carjemp beza bevet e guir doujanç Doue
E vezemp bremâ salvet hed un eternite.

 

Maes dre hon libertinaich hac hon neubeut a feiz,
Hon deus offancet Doue hac en noz hac an deiz ;
Ha bete fin hor buez hon deus bet quen dac'het,
Ne allomp quet en em glem mar domp bremâ daonet.

 

Maes c'hui querent, mignonet pere zo c'hoas er bed,
Ne gollit quet an amzer evel hon eus-ni gret ;
Observit lezen doue ha grit guir binigen,
Rac aon ne zeuac'h d'e ober ganeomp-no en Ifern.

 

Rac-se en em breparomp, pa zomp avertisset,
Profitomp eus a valeur an eneou daonet ;
Tostaat a ra ar maro, siouas, ouzomp bemdez,
Pedomp hon Salver Jesus da gaout ouzomp truez.

 


3 Annotations




    Thème de l'article : Ecrits de personnalités gabéricoises

    Date de création : juillet 2013    Dernière modification : 20.07.2013    Avancement : Image:Bullorange.gif [Développé]