Gwers an ifern ou le cantique de l'enfer d'Alain Dumoulin - GrandTerrier

Gwers an ifern ou le cantique de l'enfer d'Alain Dumoulin

Un article de GrandTerrier.

Revision as of 20 juillet ~ gouere 2013 à 18:28 by GdTerrier (Discuter | contributions)
Jump to: navigation, search
Rummad : Brezhoneg    
Lec'hienn : GrandTerrier

Statud an artikl :
  Image:Bullorange.gif [e darn]

Voici un cantique ....

Cette gwerz représente ...

Autres lectures : « Alain Dumoulin (1748-1811), prêtre et écrivain » ¤ 

1 Présentation

 

2 Deux versions bretonnes

Version Dumoulin (Hent ar barados)


Version Villemarqué (Barzaz Breizh)


Diskennomp oll a speret en ifern da velet
An tourmanchou effroyabl euz an eneou daonet
A zo dre justiç Doue dalc’het ebars en tan,
Goude beza abuset eus e c’hraç er bed-man.

Diskennomp holl, kristenien, enn ifern da welet
Ar wanerez estlammuz euz ann eneou daonet
Pe re zo dre wir Doue dalc’het e-barz ann tan,
O veza gret gwall zispign euz he c’hraz er bed-man.

An ifern a zo ur plaç leun a devaligen,
Eleac’h ne veler jamaes ar biana sklerigen,
An doriou zo siellet gand coler un Doue,
Ha ne zigorint jamaes hed un eternite.

Ann ifern zo eunn toulldon leun a devalijen,
Elec’h ne weler morse bihana sklerijen,
Ann noriou zo bet sarret ha prennet gand Doue,
Ha n’ho digoro biken ; kollet eo ann alc’houe !

Considerit ar maleur eus an eneou daonet,
Songit en o zourmanchou gant ur guir barsetet ;
Rac aon goude ho maro ne zeussac'h da goueza
Er memes tourmant ganto, pa sonjot neubeuta.

 

Ur forn goret er bed-mâ ne n'ê nemet mouguet
E quenver tan an Ifern, pa vezint comparet ;
Guell eo devi fur enni, ac'han da fin ar bed,
Eguet beza en Ifern hed un deiz tourmanted.

Eur forn c’horet er bed-ma n’ed eo nemed moged,
E-kever tan ann ifern, tan eneou daonet,
Gwell e ve devi enn hi ac’han da fin ar bed ;
Eget beza enn ifern e-pad eunn heur gwanet.

Crial a reont ha yadal evel tud arraget,
Ne ouzon peleach tec'het, bepret ez int losquet ;
An tan zo var o gorre, an tan zo dindanno,
An tan zo a bep coste hac o devo ato.

Iudal reont a-boez penn, evel chaz kounnaret ;
Ne ouzont pelec’h tec’het, peb-lec’h ez-int losket ;
Ann tan zo war ho gorre, ann tan zo dindan ho,
Ann tan zo a bep kostez hag ho devo ato.

 

Ar mab a lamm gand he dad, hag ar verc’h gand he mamm,
Ho stlnjo, gand mil malloz, dre ho bleo, kreiz ar flamm.
— Malloz d’hoc’h grek diaket, hag hoc’h euz hon ganet ;
Malloz d’hoc’h, tra didalvez, kiriok oc’h omp daonet ! —

Neuse, dre an disesper, an eneou daonet
A roï mil ha mil mallos d'an heur ma zint ganet,
Ha d'an tadou ha mamou zo quiriec d'o glac'har,
Deffaut beza o c'horriget par voant var an douar.

 

Ar priejou en Ifern, siouas en em gavo,
Hac ive o bugale mar bent donet ganto ;
An eil a roï d'eguile mil malediction,
Dre ma zont caus assambles eus o daonation.

 

Ar re zo bet er bed-mâ en debauch mignonet,
O deus offancet Doue dre mil ha mil pec'het ;
Em gavo en Ifern o lesqui assambles,
Peleac'h en em zispennint evel leonet gouez.

 

Doulagat a re zaonet a vezo tourmantet
Dre a guel an diaoulou hac eus ar serpantet ;
An tan hac an disesper a vezo o sartaich,
An eternite poanius a rai o heritaich.

 

O magadurez vezo da viquen gant Satan
A vestl eus an drafonet etouez ar flammou tan ;
Ha siouas, o oll breuvaich a vezo composet
Eus a mil ha mil viltans a c'hoad an tousseguet.

Ho magadurez a vo da viken gand Satan
Kaezour ann dragoned, etouez ar gwaziou tan ;
Hag ho evach, ho daelou, hag a vezo mesket
Gand mil ha mil seurt viltanz ha goad ann touseged.

O diou scouarn ne glevint nemet ar blasphemou,
Ar c'hri al leoudouet, ha pep seut mallozou
A roi en eil d'eguile, ha memes d'an Dreindet,
D'ar Verc'hes ha dan Aelez, d'ar Saent ha Santezet.

 

Corf an dud-ze milliguet a vezo tourmantet
Gand ar serpantet cruel ha gans an drouc-speret ;
En tan e vezo ruillet o c'hic hac o eskern,
Evit ma teving creoc’h e fournes an Ifern.

Ha kignet vo ho c’hroc’hen, hag ho c’hik difreuzet,
Gand beg ann aered-wiber, kouls ha dend ann diaouled,
Hag enn tan a vo ruillet ho c’hig hag ho eskern,
Evit ma tevo kreoc’h forn vraz euz ann ifern.

 

Goude ma vezint losket eur boutadig enn tan,
E vint tolet enn eul lenn leun a skorn gand Satan,
Ha deuz al lenn barz ann tan arre vint didolet
Ha deuz ann tan barz ann dour, ’vel al loc’h-houarn goeliet.

Neuze e tuint da grial ha da scuilla daelou
O santout ar grueldet eveus o zourmanchou
Maes coll a rint odaelou, rac dre bado Doue,
E pado o zourmanchou hac on anquen ive.

Neuze teuint da wela, da wela gand enkrez :
— Ho ped ouz omp, ma Doue, ho ped ouz omp truez. —
Hogen enn aner welint ; rag ’tra bado Doue
E pado ho ankeniou hag ho enkrez ive !

An tan sur o evoro quen terrubl en Ifern
Ma tui ar mel da virvi partout en o esquern ;
Hennez vezo an tourmant da un ene daonet,
Caer en devezo yudal, bepret e vo losquet.

Ken ter a vezo ann tan ho rosto enn ifern,
Ma teui ar mel da virvi, penn-da-benn ’nn ho eskern,
Seul-vui c’houlennint true, seul-vui e vint gwanet ;
Kaer ho devezo iudal, losket e vint bepret.

An tan-ze zo alumet dre goler un Doue,
Rac-se e pado brepret pad un eternite,
Jamaes ne vezo mouguet maes ato e tevo,
Hep finissa d'o lesqui biquen n'o distrujo.

Ann tan-ze a zo c’houezet dre vuanegez Doue,
Ha halfe ked hen laza evel pa ma garfe ;
Biken na dolo moged, ha biken na devo,
Heb ehana d’ho leski biken n’ho diskarro.

...
...
...
...

 


3 Annotations




    Thème de l'article : Ecrits de personnalités gabéricoises

    Date de création : juillet 2013    Dernière modification : 20.07.2013    Avancement : Image:Bullorange.gif [Développé]