An dommerien, les chauffeurs, Feiz ha Breiz 1908 - GrandTerrier

An dommerien, les chauffeurs, Feiz ha Breiz 1908

Un article de GrandTerrier.

Revision as of 13 octobre ~ here 2012 à 12:18 by GdTerrier (Discuter | contributions)
Jump to: navigation, search
Catégorie : Journaux
Site : GrandTerrier

Statut de l'article :
  Image:Bullorange.gif [Développé]
§ E.D.F.

Une histoire racontée par Tas Scao, publiée en juin 1908 dans Feiz ha Breiz [1], le mensuel de l'évêché de Quimper et de Léon.

Autres lectures :

1 Présentation

 


2 Transcription

An Dommerien

(An dra-ma a zo bet kountet de genta gant an Tad Scao, p'edo c'hoaz var ar studi)

Koan a zo drebet hag oll dud an ti a zo azezet endro d'an daol : en eun tu e veler an tad koz gant e zaou vab bihan, Jozefik hag Herveik, enn tu all ar mevellien hag an ozac'h, o lenn buez sent Laurans. Herveik a rea skrijadennou bep an amzer, hag a veac'h m'oa peurlennet buez ar zant ma laveraz : « Perak ez euz bet great kement a boan d'ar zant-ze ? Ne velan ket perag eo bet lakeat d'ar maro, p'e guir n'en doa great drouk ebet. Ha ma felle d'an dud kris-se e laza, perak beza hen dalc'het da c'houzanv poaniou ker spountuz epad keit amzer ? Ma vijen bet eno, me am bije tennet var an dud goues-se ha lezet ar zant da reded ».

— « Te c'hoar, mabig paour, eme an tad koz, ato e zeuz bet tud fall, hag ato an dud-se o deuz klasket ober drouk d'ar re vad. Brema e zeuz kant vloaz, epad an dispac'h vraz pe ar revolusion, oa evel e amzer sant Laurans. »

—« Tad koz, eme Herveik, en eur bokad dezan, kountit d'eomp eun histor en em gavet epad ar revolusion ».

An tad koz, ne c'helle nac'h netra de vab bihan, a stagaz dioc'htu gant e histor.

— « Neuze, emezan, hervez m'am meuz klevet gant va zad, ar veleien a ranke mont da guzat du-ma, du-hont,


er parkeier, er c'hoajou, er c'hreier ... Bez' e zoa tud digaloun hag a rea micher d'o diskuill d'ar Republikaned, hag ar re-ma, pa c'hellent tapa peg en eur beleg pe en dud vad a roe digemer d'ezo, o lakea var eur bilig-ru ha setu perag e zint bet hanvet an Dommerien.

Eun dervez e Kergoant (Erge-Vraz) edo an dud o vont da gousked : Ar c'hreg a ioa soken en he guele. Setu ma ouc klevet trouz tud o vale hag o tostaat ; an nor n'oa ket prennet ha pemb Republikan a zilam en ti, eur c'hleze hag eur fuzulh gant peb-unan.

— « Aman ez euz eur beleg kuzet : it, sitoian, da chercher anezan d'eomp, a lavaraz dioc'htu ar mestr anezo d'ar penn-tiegez ».

— « Pell 'zo, n'am meuz guelet sae zu ebed em zi, a respountaz an ozac'h, goulskoude ma na fell ket d'eoc'h va c'hredi, klaskit oc'h-unan. — Evidon-me ne furchin ket, rag gout a ran ne gavin netra ».

— « It da lavaret kement-se à d'autres. Aman ez eue eur beleg kuzet. Digasit anezan dirazomp, ha da c'hortoz ni ne gollimp ket hon amzer ».

Ar Republikaned en e lakeaz ouz taol hag a reaz servicha d'ezo kig, bara guinis hag eur banne hini melen, ni petra 'ta. Evel Fanch ne rea van, mestr an dommerien a laveras :

« Ce citoyen ne fell ket d'ezan diskouez e pe leac'h ernan al labouz-do : ne vo ket brao d'ezan choum aze beteg m'or bezo leunet hor c'hof : rag neuze ni a velfe a lemm eo hor c'hlezeier pe tenna a ra hor fuzulhou. —Rag bezit sur, citoyen, ni or bezo ar beleg, pe da benn, ga gas ganeomp. Da c'hedal, daoust hag ama n'euz ket sidr ? — kers da gerc'hat, citoyen Januen, emezan, en eur drei ouz unan d'euz e e vignouned ».

Ma na fell d'eoc'h nemed sidr, e z'euz moien d'o servicha, eme Fanch. Kerkent an ozac'h a gemeraz eur skudel hag a bedaz ar mevel da ziskouez d'ezan an hent gant ar goulou. Er c'hao e chomchent eun tammig da zavarat, ha Fanch a lavaraz goustadik d'ar mevel : « Ne anavezan ket an diaoulou-ze, goest int d'ober ar brasa torfejou. Goulskoude, selaouit mad au dra-ma, neuz forz petra reint, choumit sioul : an distera a rafec'h, evit klask tec'het, a ve avoalc'h evit lakaat diskredi varnoc'h hag anaout ».

 



3 Traduction française

 

4 Coupures de presse

5 Annotations

  1. « Feiz ha Breiz » est le premier journal hebdomadaire en langue bretonne, fondé en 1865 par le vicaire général Léopold-René de Léséleuc, sous la mandature de Mgr Sergent, et diffusé jusqu'en 1884, puis de 1899 à 1944, et enfin depuis 1945. De 1865 à 1883 la direction et rédaction furent assurées par Gabriel Morvan, puis par l'abbé Nédélec. En 1911, l'abbé Jean-Marie Perrot, rédacteur pour Feiz ha Breiz depuis 1902 en prend la direction jusqu'à sa mort en 1943. La revue Kroaz Breiz succéda de 1948 à 1950 à la revue Feiz ha Breiz, puis changea de nom pour s’appeler Bleun-Brug (1951-1984) quand elle commença à publier des articles en français. [Ref.↑]


Thème de l'article : Coupures de presse relatant l'histoire et la mémoire d'Ergué-Gabéric

Date de création : octobre 2012    Dernière modification : 13.10.2012    Avancement : Image:Bullorange.gif [Développé]