An Dommerien
(An dra-ma a zo bet kountet de genta gant an Tad Scao, p'edo c'hoaz var ar studi)
Koan a zo drebet hag oll dud an ti a zo azezet endro d'an daol : en eun tu e veler an tad koz gant e zaou vab bihan, Jozefik hag Herveik, enn tu all ar mevellien hag an ozac'h, o lenn buez sent Laurans. Herveik a rea skrijadennou bep an amzer, hag a veac'h m'oa peurlennet buez ar zant ma laveraz : « Perak ez euz bet great kement a boan d'ar zant-ze ? Ne velan ket perag eo bet lakeat d'ar maro, p'e guir n'en doa great drouk ebet. Ha ma felle d'an dud kris-se e laza, perak beza hen dalc'het da c'houzanv poaniou ker spountuz epad keit amzer ? Ma vijen bet eno, me am bije tennet var an dud goues-se ha lezet ar zant da reded ».
— « Te c'hoar, mabig paour, eme an tad koz, ato e zeuz bet tud fall, hag ato an dud-se o deuz klasket ober drouk d'ar re vad. Brema e zeuz kant vloaz, epad an dispac'h vraz pe ar revolusion, oa evel e amzer sant Laurans. »
—« Tad koz, eme Herveik, en eur bokad dezan, kountit d'eomp eun histor en em gavet epad ar revolusion ».
An tad koz, ne c'helle nac'h netra de vab bihan, a stagaz dioc'htu gant e histor.
— « Neuze, emezan, hervez m'am meuz klevet gant va zad, ar veleien a ranke mont da guzat du-ma, du-hont,
|
er parkeier, er c'hoajou, er c'hreier ... Bez' e zoa tud digaloun hag a rea micher d'o diskuill d'ar Republikaned, hag ar re-ma, pa c'hellent tapa peg en eur beleg pe en dud vad a roe digemer d'ezo, o lakea var eur bilig-ru ha setu perag e zint bet hanvet an Dommerien.
Eun dervez e Kergoant (Erge-Vraz) edo an dud o vont da gousked : Ar c'hreg a ioa soken en he guele. Setu ma ouc klevet trouz tud o vale hag o tostaat ; an nor n'oa ket prennet ha pemb Republikan a zilam en ti, eur c'hleze hag eur fuzulh gant peb-unan.
— « Aman ez euz eur beleg kuzet : it, sitoian, da chercher anezan d'eomp, a lavaraz dioc'htu ar mestr anezo d'ar penn-tiegez ».
— « Pell 'zo, n'am meuz guelet sae zu ebed em zi, a respountaz an ozac'h, goulskoude ma na fell ket d'eoc'h va c'hredi, klaskit oc'h-unan. — Evidon-me ne furchin ket, rag gout a ran ne gavin netra ».
— « It da lavaret kement-se à d'autres. Aman ez eue eur beleg kuzet. Digasit anezan dirazomp, ha da c'hortoz ni ne gollimp ket hon amzer ».
Ar Republikaned en e lakeaz ouz taol hag a reaz servicha d'ezo kig, bara guinis hag eur banne hini melen, ni petra 'ta. Evel Fanch ne rea van, mestr an dommerien a laveras :
« Ce citoyen ne fell ket d'ezan diskouez e pe leac'h ernan al labouz-do : ne vo ket brao d'ezan choum aze beteg m'or bezo leunet hor c'hof : rag neuze ni a velfe a lemm eo hor c'hlezeier pe tenna a ra hor fuzulhou. — Rag bezit sur, citoyen, ni or bezo ar beleg, pe da benn, ga gas ganeomp. Da c'hedal, daoust hag ama n'euz ket sidr ? — kers da gerc'hat, citoyen Januen, emezan, en eur drei ouz unan d'euz e e vignouned ».
Ma na fell d'eoc'h nemed sidr, e z'euz moien d'o servicha, eme Fanch. Kerkent an ozac'h a gemeraz eur skudel hag a bedaz ar mevel da ziskouez d'ezan an hent gant ar goulou. Er c'hao e chomchent eun tammig da zavarat, ha Fanch a lavaraz goustadik d'ar mevel : « Ne anavezan ket an diaoulou-ze, goest int d'ober ar brasa torfejou. Goulskoude, selaouit mad au dra-ma, neuz forz petra reint, choumit sioul : an distera a rafec'h, evit klask tec'het, a ve avoalc'h evit lakaat diskredi varnoc'h hag oc'h anaout ».
|
|
|
— « Ne fell ket d'in, eme ar meveli, beza penn kaoz euz ho maro, ha ne lezin ket ho laza. » Peoc'h, eme Fanch, c'houi a zo izoum ac'hanoc'h er vro-ma. N'eus beleg all ebed, ha ma vezoc'h lazet, piou a vadezo ar vugale, a lavaro an ofern ... Me am meuz pemp krouadur ; keit ha ma choumo ho mam ganto e c'hellan beza dinec'h, savet mad e vezint : ma c'hoarvez ganti beza lazet ive, Doue a gemero soursi anezo. Rak-se taolit evez, neuz forz petra reio ar bleizi-ze, grik ebed : petra rafec'h eneb pemb : ha dreist oll diouallit d'en em ziskuill ».
— Eun dra goulskoude 've mad da ober : me ia da lavaret da Ber an ti-plouz kas kelou d'ar Chouanted ema ar Republikaned ama. Bet e tleont beza vardro Briec gant Kornouaill » —« Kerzit memez tra ».
Ar mevel, pe ar beleg, evel ma keroc'h, a redaz da gaout Per, ha Fanch a deuaz en ti gant e sidr.
A veac'h m'oa Fanch deuet tre, habiten an dispac'herien a lavaraz : « allons, citoyens, buvons ; ha te, en eur drei ouz Fanch, ev ganeomp, muoc'h a nerz e pezo da stleja al loan-du ». — « Ne evan ket, eme an ozac'h, hag eur veach c'hoaz e lavaran d'eoc'h n'euz beleg ebed ama. Ne dal ket deoc'h. » — « Ni a velo ; ar pez a zo sur, ar beleg a gavimp pe varc'hoaz vintin e rin tro Gemper gant da benn var beg va c'hleze ».
Hanter-noz a zounaz. — « Allons, citoyen Jacques, a lavaraz ar mestr, kerz da furcha : me ia da domma, reg gleb oun ». — Jakez hag an tri all en em lakeaz raktal da glask ar beteg : furchet e oue ar c'hreier, or c'hardiou, peb korn euz an ti.
Epad an amzer-ze Anna, ar c'hreg, a ioa meurbet ankeniet, evel ma c'helloc'h kredi. Heb sonjal, e loskaz eun uhanaden. Kerkent mestr an dommerien a c'halvaz e dud evit gwelet piou a ioa er guele. Fanch en em lakeaz etre ar guele hag inti en eur lavaret « Va greg eo ». — « Sitoianez, lavar e pe leac'h ema ar beleg ha ne vo great drouk ebed did ». — Anna a ioa ive eur gristenez euz an dibab. — « Pell 'zo, emezi, ne veler beleg ebed mui er vro ; ar re n'int ket bet lazet o deuz kemeret an teac'h. »
— « Ah ! evelse e reer goap ac'hanomp, eme as mestr en eur zistaga eur javedad gant Fanch, a gouezaz d'an douar. Gortoz ... », ober a reaz eurr zell spountuz endro
|
|