Eur pandoner, bet e chapel Itron-Varia Kerdevot d'ar 4 euz ar miz, a scrif deomp kement-ma :
Pardonerien bet e Kerdevot d'ar 4 a Vae 1871
Caret a rant, d'an deiziou kenta euz an nevez amzer, pa gomans an traou sevel a nevez, da vintin pa veler an heol o sevel adren ar meneziou, caret o ran taleur va zell var hor prajeier, var hor parkeier leis gant ar gliz ; caret a ran mont, eur vaz ganhen em dorn, da vale dre venodennou
hag heutchou doun Kerne. D'ar mara-ze e lavarfet e vese dousoc'h trouz ar goaziou o redek dindan ar geot glaz, e ve caeroc'h ha dudiusoc'h kanaouennou al labouset. Hogen bez'ez euz en nevez amzer derveziou e pare e cafet e ve an douar caeroc'h c'hoaz, e ve an heol skedusoc'h, an ear iac'hoc'h ha muioc'h a vuez enha. An derveziou-ze eo ar rce ma zeomp, epad dmis Mari, da bardena da unan bennag euz he chapelou benniget ; neuze an oll moueziou-ze euz an natur a zao pephini en he iez, hag en em laca a unan gant hon hini evit kana gant laouenedigez, esperans, carantez : meuleudi da Zoue, carantez d'he vam ar Verc'hez.
Ar pevar a vis Mae a zo bet evit Ergue-Gaberie, ar meziou divardro, ha zoken evit meur a zen devot euz a Gemper, unan euz an derveziou-ize a laouenidigez, dudius d'ar galon, hag a zalc'her sonch anezho pell. Ferkent ha goulou deiz e volet o tisken divar an tergin zo en dro da chapel Itron-Varia Kerdevot, aleiz a vandennon pardonerien. 0ll e teuent sioul, didrouz, o sonjal en ho mam a zeant da velet, ha lod o lavaret caloneg ar chapelet. Tud iaouang ha re goz, mamou ha merc'hed iaouang a ioa en em glevet d'en em gaout eno digaset gant ar feiz, evel pa na rajent nemet eun tiad tud. Bez'e voant mipien bet pell er meaz euz a ho zad, lamet digant ho c'herent evit mont da eur brezel criz, hag a iea da Gerdevot da drugarecat ho mam euz an env d'ho beza digaset adarre da gaout ho mam euz an douar ; bez'e voant mamou christen hag a iea da drugarecat Mari da veza betevit ho bugale kement a garantez evel o deuz ho unan.
|