Numéro complet : Kannadig014-192712.pdf
Transcription :
BLOAVEZ MAT ! BLOAVEZ MAT !
- Toc, toc, digor d'in, mar plij.
- Piou 'zo aze ?
- Pôtr ar c'heleeir, pôtr ar c'honchennou.
- C'houi, hani zo aze, Kannadig benniget. Deuit tre, ha deuit buan.
- Salud ! Salud ! tud an ti-man.
- Kerz' ouz tôl gant ar re all da lakat eur c'hornad butun.
- Mil bennoz, itron, ne vo ket pell vo butun, p'em bo kontet ar pez am'eur da gonta.
Selaouit holl, tout assamblez hag an eil goude egile :
Bloavez mat d'an dud aman !
Yec'h, peuc'h, eurusted, plijadur eleiz an ti beteg ar chiminal ...
Chanz d'oc'h da jom hep gwelet ar midisin e toul an nor, nag al louzaouer-loened dirak kraou ar zaout nag ar marchosi.
Chanz d'oc'h dreist-holl da jom hep kaout ar pec'hed 'barz ho kalon, hag an drouk-spered war ho tro, ha mil eurusted d'oc'h ma vo an Otrou Doue hag e vamm benniget servichet mat, barz an ti man, gant an holl bras ha bihan ... Egiz-se ho po beb a gurunenn gaer, barz ar baradoz eun devez benak, an diweata ar gwella, - evelse bea grêt. -
-Evelse bêa grêt, Kannadig ar c'heleier mat ! Bloavezh mat d'oc'h ive, ha chanz d'oc'h da gaout digemer va dre bep lec'h ha da bada gant ho taouzorn, laounedegez ha plijadur.
- Mill bennoz, tud vat. Mez eun tamm am eus c'hoaz da gonta da bep hani aman. C'houi, ga genta, tad ha mamm : Me reket d'oc'h chom ato daou viz eus memez dorn, houcha aliez d'ho pugaligou, gwelet anê ato oc'h ober vat ha morse oc'h ober drouk, kaout nemed an nebeuta ar gwella tu da n'em glemm ouz ar glao, an heol, an ael, ar reo, an dud, hag an tailhou. Me reket d'oc'h kaout koll ebet, chom hep sevel war greiz an noz d'ober wardro den klanv, na load klanv, ebed ober gwelloc'h bloavez ar bloa-man evit ar bloa koz, gwerza ker ha prena marc'hat mat ... ober fougeou gant ar vevelien ... ha kaout tout dud an ti man chichent en dro d'o'ch eus an dê, hag a galon vat o laret o fedennou ganoc'h war benn o zaoulin arôk mont da gousket bep noz ! .. - Evelse bea gret, Kannadig benniget ! ..
§ C'houi breman, servichourien ...
C'houi breman, servichourien : Me reket d'oc'h bea tomm ouz an ti, kemer ato tu ho mistri, ober o meuleudi e pep lec'h, kaout kalon d'al laboiur, ha devosion da Zoue ha d'ar Zent, ha benn fin an Eost ho po eun bern arc'hany butun da c'hortoz komanand vat da fin ar bloa.
- Evelse bea grêt, potr ar c'honchennou !
Ha c'houi, bugaligou deuit aman m'ho po eur bouch ha bonbonioù, ha gwenneien - ar botred vo laket brago d'ê d'an nevez amzer, ha brôz ha bonned perlez d'ar merc'hied. Ha drest holl, bezit fur ha sentuz egiz ar mabig Jesuz, larit mat ho pater, bezit ato a galon vat.
Ha breman kanomp hoo assamblez : « Evit beva gant levenez, Karit Jesuz hag a Werc'hez. »
|
|
|
Traduction :
BONNE ANNÉE ! BONNE ANNÉE !
- Toc, toc, ouvrez-moi s'il vous plait.
- Qui est là ?
- Le gars des cahiers, le gars des contes.
- Vous, celui-là, Bulletin béni. Entrez donc, et entrez vite.
- Salut ! Salut ! gens de cette maison.
- Mets-toi à table avec les autres pour fumer un peu de tabac à pipe.
- Mille nuits sacrées, femme, le tabac n'ira pas loin, car je dois vous conter ce qui doit être raconté.
Écoutez tous, toute l'assemblée et les uns les autres :
Bonne année aux personnes ici présentes !
Santé, paix, bonheur, plaisir plein la maison jusqu'à la cheminée ...
Que vous ayez la chance de rester sans voir un médecin rentrer chez vous, ni le vétérinaire pour vos troupeaux de vaches et vos chevaux.
Que vous ayez la chance ... Chanz d'oc'h dreist-holl da jom hep kaout ar pec'hed 'barz ho kalon, hag an drouk-spered war ho tro, ha mil eurusted d'oc'h ma vo an Otrou Doue hag e vamm benniget servichet mat, barz an ti man, gant an holl bras ha bihan ... Egiz-se ho po beb a gurunenn gaer, barz ar baradoz eun devez benak, an diweata ar gwella, - evelse bea grêt. -
-Evelse bêa grêt, Kannadig ar c'heleier mat ! Bloavezh mat d'oc'h ive, ha chanz d'oc'h da gaout digemer va dre bep lec'h ha da bada gant ho taouzorn, laounedegez ha plijadur.
§ Mille nuits sacrées ...
- Mille nuits sacrées, bonnes gens. Mez eun tamm am eus c'hoaz da gonta da bep hani aman. C'houi, ga genta, tad ha mamm : Me a a reket d'o'ch chom ato daou viz eus memez dorn, houcha aliez d'ho pugaligou, gwelet anê ato oc'h ober vat ha morse oc'h ober drouk, kaout nemed an nebeuta ar gwella tu da n'em glemm ouz ar glao, an heol, an ael, ar reo, an dud, hag an tailhou. Me reket d'oc'h kaout koll ebet, chom hep sevel war greiz an noz d'ober wardro den klanv, na load klanv, ebed ober gwelloc'h bloavez ar bloa-man evit ar bloa koz, gwerza ker ha prena marc'hat mat ... ober fougeou gant ar vevelien ... ha kaout tout dud an ti man chichent en dro d'o'ch eus an dê, hag a galon vat o laret o fedennou ganoc'h war benn o zaoulin arôk mont da gousket bep noz ! .. - Evelse bea gret, Kannadig benniget ! ..
§ À vous maintenant les employés ...
À vous maintenant les employés : Je vous souhaite la chaleur de la maison, kemer ato tu ho mistri, ober o meuleudi e pep lec'h, kaout kalon d'al laboiur, ha devosion da Zoue ha d'ar Zent, ha benn fin an Eost ho po eun bern arc'hany butun da c'hortoz komanand vat da fin ar bloa.
- Evelse bea grêt, potr ar c'honchennou !
Ha c'houi, bugaligou deuit aman m'ho po eur bouch ha bonbonioù, ha gwenneien - ar botred vo laket brago d'ê d'an nevez amzer, ha brôz ha bonned perlez d'ar merc'hied. Ha drest holl, bezit fur ha sentuz egiz ar mabig Jesuz, larit mat ho pater, bezit ato a galon vat.
Ha breman kanomp hoo assamblez : « Evit beva gant levenez, Karit Jesuz hag a Werc'hez. »
|
|