Modèle:Topo2-ergevraz - GrandTerrier

Modèle:Topo2-ergevraz

Un article de GrandTerrier.

Revision as of 9 septembre ~ gwengolo 2014 à 06:17 by GdTerrier (Discuter | contributions)
(diff) ← Version précédente | voir la version courante (diff) | Version suivante → (diff)
Jump to: navigation, search

10 - ANV AR BARREZ : ERGE GABERIG
-- Ergue Gabéric Image:Ergue-phonétique.jpg (Erge Gaberiq) An Erge Vras

Kevrinus eo anv o farrez d'an Argeiz. N'eus ket kavet nikun en o zouez a vefe gouest da roiñ un dalvoudegezh poellek d'ar ger ERGE. Miret 'zo bet gante menestra e vije GABERIG anv un den : d'ur mare 'zo e vije bet lodennet an Erge etre daou damm, unan o vont gant Armel hag egile gant Gaberig. Sed ar pezh a glever gigant an dud, gwelomp pelloc'h hag ar gwir zo gante.

Diwezhat a-walc'h e kaver meneg eus ERGE GABERIG 1325. Ha padal 'zo eus Erge hec'h-unan,adalek ar bloavezh 1100. Setu roll ar stummoù kozh a c'hello roiñ sklerijenn da ziskuliañ o ster dezhe :

(1) 1100 Erge Diellaoueg Ilizoù Kemper (DIK)
(2)  1160  Elré  Diell-skrib a-beurh an Dug Konan IV
1244 Erge Arthmael DIK
1278 Erge Foenant DIK
1296 Erge Arzmael DIK
1325 Erge Gaboric DIK
1327 Erge Gaburic DIK
1458 Ergue Gaberic Dielloù ar barrez
1540 Ergue Gaberyc Dielloù ar barrez
1604 Ergué Gabellic Dielloù ar barrez



Kinnig a ra Smith (3) dowar ali Yeun ar Gow, keñveriañ Erge ouzh Erquy. Setu tal o stummoù koshañ :

1100 Erge
1167-1223 
Erque
1160  Elre
1237 
Arke
1278 Erge
1330 
Herqueio



Diouer a stummoù boutin a zo, siwazh deomp. Kement-se n'eo ket souezhus rak n'int ket kozh anezhe hag en XIIvet kantved e oa dija degouezhet ur c'hemm pouezus : divrezhonekadur Breizh-Uhel, a c'hell displegañ an diouer-se.

Lakaomp un henstumm ARKAE oc'h emdroiñ da ARKE ERKE ERGE. Embroadur an henvrezhoneg d'ar c'hrennvrezhoneg a zo da gentañ kemm an taol-mouezh o tremen eus ar sillabenn diwezhañ d'an eil diwezhañ. Displegañ a ra e vije aet an diftongenn /AE/ taol-mouezhiet da /E/, houmañ o levezoniñ an A derou ger o vont da /E/.

E-keit-se e vije bet divrezhonekaet Bro Erki ha chomet lug emdroadur ERKE er vro nevez gounezet d'ar galleg. E bro Gemper e vije aet ERKE da ERGE, K o vlotaat da G da heul dilec'hiadur an taol-mouezh war ar sillabenn gentañ.

E bro Zol er c'hontrol ez eus ur skouer eus an diftongenn /ae/ miret betek diwezhat-tre. Ul lec'h LAIRGUE a zo, un tri c'hard lev bennak eus hêrbenn an Eskopti. Meneget eo gant Loth (4) en e studiadenn war vuhez Sant Teliau, ha roiñ a ra deomp ar stummoù kozh ERGAE hag ARGAE kent ar XVIIvet kantved. Lavarout a ra ouzhpenn e teufent sur-a-walc'h eus stummoù koshoc'h AR-CAI, ER-CAI. Dont a ra c'hellfent eus ar c'hembraeg ARGAE = digue, barrage pe eus un anv den CAI. Ur sant CAI a oa gwechall ha bez e vije ur feunteun o virout e anv tostik da Zol. Eno nepell eus LAIRGUE ez eus ur vourc'h CARFANTAIN a c'hellfe bezañ un treuzskrivadur eus CAI-FEUNTEUN. Diskouez a ra atav ez eus ur feunteun vrudet a-walc'h er vro-se evit ma vefe krouet anv ur barrez diwarni. Mag eo anezhi Feunteun AR-CAI e vije amañ un anv sant pe un anv den. Ur senechal KAI, CAI a zo brudet e Dañvez Breizh (5).

Un nebeut anvioù-lec'h eus Kembre a zo da dostaat ouzh ERGE : Yr Argae, Argae, Cefn Erow yr Argey, Rhyd yr Argey (Sir Fflint) (6). Diwar o fenn e ro Davies an displegadenn :
AR = in front of, before (a-dal da, dirak)
CAE = enclosure, what encloses (klozadur, ar pezh a gloz)
E geriadur ar Prifysgol a vez resisaet CAE = hedge, circle, sphere, barrier, obstruction (garzh, kloued, harzh, klozadur).

AR a gaver e brezhoneg e gerioù e-giz ARgoad, ARvor. ARmor = qui est sur les bords de mer (7). KAE 'zo anavezet mat ivez gant ar ster Garzh (geriadur istorel), Haye d'espine (Catalicon). Kevrennet eo an daou c'her e-barzh ARGAENN a vez displeget gant Roparz Hemon : première haie placée devant une autre. Meneget eo ivez e Geriadurig Ernault (Arge-enn). Gwregel eo argaeenn e-giz ERGE.

Diwar skouer ar c'hembraeg ez eus tu goulakaat un henstrumm ARKAE. KAE a vije amañ gant ar ster ledanoc'h en doa e kermbraeg : harzoù, lec'hioù difenn. Gouzout a ouzer e oa tro dro da Gemper-Kaourintin lec'hioù difenn, ha kregiñ a ra Erge dres war Venez ar Fruji lec'h oa ur c'hreñvlec'h roman. Tal d'ar Fruji emañ Penn-Harz a c'hellfe tennañ e anv eus al lec'hioù difenn-se, e-giz Erge.

Kinniget en deus Gourvil (8) un displegadenn all, o tiazezañ e breder war labourioù Fleuriot (9) : Bez emañ an anvioù-lec'h oc'h echuiñ gant E rouez-tre e Breizh-Izel. Aet eo an dibenn -ACUM da -E er vro nannvrezhonekaet da dra m'eo aet da -AC er vro vrezhonek. SENACUM zo aet da SENE da skouer ha diwar an emdroadur-se e c'heller goulakaat e vije chomet bev pelloc'h yezh ar Romaned el ledenez-se.

Diwar skouer SENE ze eo posubl e vije chomet trevadennoù romanegerien e lec'hioù 'zo ha marteze war saon an Oded. Skrivañ a ra Gourvil : "A l'intérieur même de la zone bretonnante ont dû persister jusqu'au VIIIème siècle des îlots de langue romane à Séné, à Berné, à Rédéné, Taulé, Ergué etc".

N'heller ket kinnig un henstumm ARKACUM war batrom SECACUM SENE. Gwirheñveloc'h e vije ARCEA ARCE ARKE met n'eus diell ebet o c'hadarnaat kement-se na kennebeut e vije bet un drevadenn romanegerien war c'hlann an Oded. Anvioù-lec'h ARCEA, ARCE a gaver koulskoude met er maez eus Breizh.

Menegiñ a ra Holder (10) ARCEA (Arce e-kichen Sens) a gaver e Buhez S. Ebbonis ha S. Gerici : "Locus Arcea ab antiquis cognominatur".
 

ARCE ur stêr eus departamant an Aube an hini eo. Stummoù kozh : Archia Arcia (1147) ; Arcia (1263)
- ur stêr eus departamant ar Charente
VAL D'ARCE e-kichen Bure les Templiers.

A orin hengeltiek e vije an daou anv-lec'h-se. Diaes e vije lavarout peseurt kerentiezh -ma 'zo diouti ?-  a zo ganto han gant Erge.

N'eo nemet e 1244 e kaver un anv staget da Erge : Erge Arthmael. Erge Foenant (1278) a dalv sur a-walc'h evit an Erge war-zu Foenant da lavarout eo Arge Armel. E 1325 nemetken e kaver meneg eus Erge Gaborig. Sur a-walc'h ne oa da zigentañ nemet ur barrez, bet lodennet marteze en XIIIvet kantved. An anv Erge Foenant o tisplegañ emichañs ne vije ket diazezet mat an anvioù ofisiel d'ar mare-se c'hoazh.

Un diforc'h bras a verzer d'ar mare-se etre parrezioù bihan kornog an Oded (Ploemeryn, Bod Dewit, Ploecufvan, Penn Harth, Ploeneth, Cuthon, Caer Feunteun hag all) ha parrezioù bras-ec'hon ar reter : Brithiac, Erge, Elgent ... N'eo ket souezhus neuze en dije klasket an Eskopti lodennañ anezho d'o merañ gwelloc'h. Deuet e vijent a-benn evit Erge marteze dre ma oa an Eskob genidik a Erge.

Ma 'z eo bet staget anv ur sant d'an Erge war-zu Foenant n'eus ket anavezet Sant Gaberic ebet. Anv un den e tle bezañ : menegiñ a ra Ogée un Eon de Gaberic o chom e parrez Elven tro ar bloavezhioù 1400. Krediñ a ra deomp koulskoude ez eo an den-se Yves Cabellic, eskop Kerne eus 1267 da 1280 war dro (11). Gantañ e oa an hevelep ardamez ha tudjentil Lezerge, o deus a-vis-koazh ar vrud da vezañ savet an iliz parrez.

Ar stummoù GABELLIC kavet kalz diwezhatoc'h e penn kentañ ar XVIIvet kantved a ya a-du gant an displegadenn-se. Eus un tu all n'eo ket rouez ar c'hemmesk L - R an anvioù-lec'h : Ploemeryn > Plomelin. Erge o vezañ gwregel (An Erge Vras a vez lavaret) ez eo reizh ar c'hemmadur K.G Cabellic > Gabellic. Ur stumm ERGUE GABERIC a gaver e 1458 o tiskouez ar stumm nann-kemmet e-giz ma oa ar boaz e krennvrezhoneg.



(1) DIK Peyron C., Cartulaire de l'Eglise de Quimper. Quimper 1909
(2) Dom Morice, Preuves TI p. 638
    Eleemisinae de Fou, de Brisiac, de Penbarch, de Ploeneith, de Elré, de Coton, de Macalon, de Bodoc Cap Sithun, hospitale inter duas Kimper ...
    Roll madoù ar Venech Ruz e Breizh an hini eo. En Erge Vihan e oa ur chapelig "ar Gelenn" dalc'het gante hag emichañs Maner ar Plesis Erge. En e bennad diwar-benn Ergue-Armel (monographies paroissiales in bulletin de la Commission diocésaine d'histoire et d'archéologie) e ro ar chaloni Peyron ar stumm ARKE e-lec'h ELRE a vez kavet e Dom Morice.
(3) W.B.S. SMITH : de la Toponymie Bretogne. New York 1940.
(4) J. LOTH : La Vie de St Teliau in A.B., T 10, p. 75
(5) R. BROMWICH : Trioedd Ynys Prydein, p. 307
(6) E. DAVIES : Flintshire Place Names. Gwaq Prifysgol Cymru 1959
(7) J. LOTH : Chrestomathie Bretonne. Paris 1891
(8) F. GOURVIL : Noms de Famille Bretons d'origine toponymique, p XXXII.
(9) J.L. FLEURIOT : Recherches sur les enclaves romanes anciennes en territoire bretonnant in Etudes Celtiques 1958.
(10) A. HOLDER : Alt Celtischer Sprachschatz T I-III. Leipzig 1925
(11) OGEE : Dictionnaire Historique et Géographique de Bretagne. T II. p. 408