Modèle:BreurMagerBZ - GrandTerrier

Modèle:BreurMagerBZ

Un article de GrandTerrier.

Jump to: navigation, search

Me ‘m eus ul lez-vamm ar gwashañ zo bet ganet
Div ha teir eur a-raok an deiz ganti vezen savet
Da vont da gerc’hat dour d’ar feunteun
A oe savet gant ur podig toullet hag ur sku’ellig direvret

An nozig a oa du ha teñval
Hag an dour ‘oa tromblet
Gant ar c’havalier yaouank ar ger
Distret deus An Naoned

Eñv a c’houlennas ganin
Plac’hig plac’hig c’hwi zo dimezet
Me oa yaouank ha sod ha prometed
Lâras dehoñ ne oan ket

Eñv ‘lakaeas din em zreid
Botoù ler alaouret
Lakait din war ma biz
Ur walenn a bemp boked

Laket din em zavañcher
Ha pevar pe pemp kant skoed
Bremañ a-benn ‘yafet d’ar gêr plac’hig
C’hwi ‘lâro ‘vehec’h dimezet

Transcripteurs : Gaël Peron et Malik Ar Rouz (Daspugnerien Bro C’hlazig), Jean Cognard